Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Apocalyps 15:4 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

4 Piou na zoujfe ket ac’hanoud, O Aotrou, ha na rentfe ket gloar d’az hano? Rag te hep‐ken a zo santel; evel‐se an holl nationou a zeuio hag en em brosterno dirazoud, rag da varnedigezou a zo bet diskouezet.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Piv na zoujfe ket dit, Aotrou, ha na rofe ket gloar da’z anv? Rak te eo ar Sant hepken. An holl vroadoù a zeuio hag a blego d’an daoulin dirazout, dre ma’z eo bet da varnedigezhioù disklêriet.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 15:4
44 Referencias Cruzadas  

hag evit ma teui ar Jentiled da c’hlorifia Doue abalamour d’he drugarez, hervez ar pez a zo scrivet: Abalamour d’an dra‐man me a rento d’id meulodi e‐touez ar Jentiled, hag e canin canticou d’az hano.


Rag scrivet eo: Bezit santel, rag me a zo santel.


Hogen, ar seizved eal a zonaz gant an drompil ha moueziou braz a oe klevet en env, hag a lavare: Rouantelezou ar bed a zo lakeat dindan galloud hon Aotrou hag he Christ, hag hen a reno da virviken.


en eur lavaret gant eur vouez krenv: Doujit Doue, ha roit gloar dezhan, rag deuet eo heur he varn; hag adorit an hini hen deuz great an env hag an douar, ar mor ha mamennou an doureier.


Hag e kleviz eal an doureier, o lavaret: Te a zo just, Aotrou, pehini a zo, pehini a oa ha pehini a vezo santel, abalamour ma ec’h euz barnet evelse.


Hag e kleviz unan all e tu an aoter, hag a lavare: Ia, Aotrou Doue Holl‐c’halloudec, gwirion ha just eo da varnedigezou.


Rag gwirion ha just eo he varnedigezou, rag barnet hen deuz ar c’hast vraz, pehini a gorrompe an douar gant he lubricite, hag hen deuz venjet goad he zervicherien a oa bet skulliet gant he dorn.


Hag ez eo bet roet dezhi d’en em viska gant lien fin, pur ha gwenn‐kan, rag al lien fin eo justis ar zent.


Scriv ive d’an eal euz a Iliz philadelphia: Setu aman ar pez a lavar an Hini a zo santel, an Hini a zo gwirion, an Hini a zo alc’houez David ganthan; an Hini a zigor, ha den na hell serri; hag a zer, ha den na hell digeri:


Hag ar pevar aneval ho doa pep hini anezhe c’houec’h askel, hag en‐dro hag en diabarz e oant leun a zaou‐lagadou; ha ne ehanent, noz‐deiz, da lavaret: Santel, santel, santel eo an Aotrou Holl‐C’halloudec, an hini a oa, a zo, hag a vezo!


Hag e crient a vouez huel, o lavaret: Pegeit, Aotrou Souveren, te, pehini a zo santel ha gwirion, e choumi c’hoas hep barna, hag hep venji hon goad a‐enep ar re a zo o choum var an douar?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos