Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Galated 1:4 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

4 pehini a zo en em roet he‐unan evit hor pec’hejou, evit gallout hon tenna euz ar bed fall‐man, hervez bolontez Doue hon Tad,

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 a zo en em roet e-unan evit hor pec’hedoù evit hon tennañ eus ar c’hantved breinus-mañ, hervez bolontez Doue hon Tad,

Ver Capítulo Copiar




Galated 1:4
56 Referencias Cruzadas  

Hag an hini hen deuz recevet an had e‐touez ar spern, hennes eo an hini a zelaou ar ger; mes sourciou ar bed‐man ha tromplerez ar madou a voug ar ger, hag e teu da veza difrouez.


evel m’az eo deuet Mab an den, nann evit beza servichet, mes evit servicha hag evit rei he vuez da rançon evit kalz a dud.


rag he‐man eo va goad, goad an allians nevez, pehini a zo skulliet evit kalz evit remission ar pec’hejou.


Mond a reaz adare eun eil gwech, hag e pedaz, en eur lavaret: Va Zad, ma na hell ar c’halir‐ze mond pell diouzin hep ma c’hevin anezhan, ra vezo great da volontez.


C’houi eta pedit evel‐hen: Hon Tad pehini a zo en envou, da hano bezet santitiet;


Rag Mab an den n’eo ket deuet evit beza servichet, mes evit servicha, hag evit rei he vuez da rançon evit kalz.


Neuze e kemeraz bara, hag o veza rentet grasou, hen toraz hag hen roaz dezhe, en eur lavaret: He‐man eo va c’horf, pehini a zo roet evidoc’h; grit kement‐man en memor ac’hanoun.


Va zad, pella ar c’halir‐ze diouzin, mar plij ganez! koulskoude, ra vezo great n’e ket va bolontezme mes da hini.


Me eo ar mesaer mad; ar mesaer mad a ro he vuez evit he zenved.


Breman eo ema barnedigez ar bed‐man; ha prins ar bed‐man a ia da veza breman taolet er meaz.


Na hellan ober netra ac’hanoun va‐unan, diouz ma klevan e varnan, ha va barnedigez a zo just, rag na glaskan ket va bolontez va‐unan, mes bolontez an Tad pehini hen deuz va digasset.


Rag me a zo diskennet euz an env, n’e ket evit ober va bolontez va‐unan, mes bolontez an hini hen deuz va digasset.


d’an holl dud muia‐karet gant Doue, pere a zo galvet, ha d’ar zent a zo e Rom; ra vezo ar c’hras hag ar peoc’h ganeoc’h a‐berz Doue hon Tad, hag a‐berz an Aotrou Jesus‐Christ!


Ha na gemerit ket skouer var ar bed‐man, mes bezit chanchet holl, en eur zond da gaoud eur spered nevez, evit ma c’hanavezfot ez eo bolontez Doue mad, agreabl ha parfet.


pehini a zo bet livret evit hor pec’hejou, hag a zo resussitet evit hon justification.


Koulskoude an hini a vel bete fons ar c’halonou, a oar petra eo karantez ar Spered, pehini a bed hervez Doue evit ar zent.


Rag ar pez a oa impossubl d’al lezen, abalamour ma oa rentet di‐c’halloud dre ar c’hig, Doue hen deuz hen great: o tigas he Vab he‐unan en eur c’hig henvel ouz hini ar pec’hed; hag evit ar pec’hed, hen deuz condaonet ar pec’hed er c’hig;


Hen, pehini n’hen deuz ket espernet he Vab he‐unan, mes hen deuz livret anezhan evidomp‐ni holl, penaos na roi‐hen ket ive deomp pep tra assambles ganthan?


Hogen, disket em euz deoc’h, da genta, ar pez em boa va‐unan recevet: penaos ez eo marvet ar C’hrist evit hor pec’hejou, hervez ar Scrituriou;


evit an dud difeiz, da bere doue ar bed‐man hen deuz dallet ho sperejou, gant aoun na vijent sclerijennet gant ar sclerijen euz Aviel glorius ar C’hrist, pehini eo imach Doue.


Crucifiet oun bet assambles gant ar C’hrist, ha mar bevan, n’e ket me eo a vev, mes ar C’hrist eo a vev enoun; ha mar bevan c’hoas er c’hig, e vevan dre ar feiz e Mab Doue, pehini hen deuz va c’haret, hag a zo en em roet he‐unan evidoun.


Evidoun‐me, gras ma na c’hoarvezo biken ganen d’en em c’hlorifia, nemed e croaz hon Aotrou Jesus‐Christ, dre behini ez eo crucifiet ar bed evidoun, ha me ive d’ar bed.


Dre enhan ive eo ez omp deuet da veza heritourien, (o veza bet choazet a‐ziagent, hervez ma oa bet merket gant an Hini a ra an holl draou hervez ma plij d’he volontez he‐unan);


(e pere gwech‐all hoc’h euz baleet, hervez giz ar bed‐man, hervez ar prins euz a c’halloud an ear, ar spered‐se pehini a labour breman e bugale an dizentidigez;


prenit an amzer; rag deveziou fall a ra.


ha baleit er garantez, evel ar C’hrist, pehini hen deuz karet ac’hanomp, hag a zo bet en em offret he‐unan da Zoue evidomp en offrans hag en sacrifis a c’houez‐vad.


Rag n’e ket a‐enep ar c’hig hag ar goad hon euz da gombati, mes a‐enep ar princelezou, a‐enep ar puissansou, a‐enep prinsed an devalijen euz ar bed‐man, a‐enep ar puissansou spirituel euz an droug el leac’hiou celestiel.


Hogen, da Zoue, hon Tad, ra vezo ar gloar euz an eil kanvet d’egile! Amen.


o kaout sonj bepred, dirag Doue hon Tad, euz a œuvrou ho feiz, euz a labouriou ho karantez, hag euz an nerzeuzhoc’h esperans, en hon Aotrou Jesus‐Christ;


Ra zeuio Doue he‐unan, hon Tad, hag hon Aotrou Jesus‐Christ, da ren hor c’hammajou etrezeg enoc’h.


ha ra zeuio da grenvaad ho calonou, evit ma vezint direbech er zantelez dirag Doue hon Tad, pa zeuio hon Aotrou Jesus‐Christ gant he holl zent.


Hogen ra zeui hon Aotrou Jesus‐Christ he‐unan, ha Doue hon Tad, pehini hen deuz hor c’haret, hag hen deuz roet deomp eur gonsolation eternel, hag eun esperans vad dre he c’hras,


pehini a zo en em roet he‐unan da rançon evit an holl; hennes eo an desteni roet en he amzer.


pehini a zo en em roet he‐unan evidomp, evit hor prena euz a bep droug hag hor purifia, hag evit ober dezhan he‐unan eur bobl choazet, douget evit an œuvrou mad.


Rag n’e ket dindan galloud an elez eo hen deuz lakeat ar bed da zond euz a behini e komzomp.


hag ho deuz tanveet ar gomz vad a Zoue, hag ar puissansou euz an amzer da zond, ha pere a zo deuet da gweza,


pegement muioc’h goad ar C’hrist, pehini, dre ar Spered eternel, a zo en em offret he‐unan dinam da Zoue, ne zeui‐hen ket da nettaad ho coustians euz an oberou maro, evit ma teuot da zervicha an Doue beo!


Goazed ha merc’hed avoultr, ha na ouzoc’h‐hu ket penaos karantez ar bed a zo eur gassoni a‐enep Doue? Piou‐benag eta a fell dezhan beza mignon d’ar bed, en em laka da veza adversour da Zoue.


hen pehini hen deuz douget hor pec’hejou en he gorf var ar groaz, evit ma teuimp, o veza maro d’ar pec’hed, da veva d’ar justis, ha dre c’houliou pehini ez oc’h bet pareet.


Rag ar C’hrist ive hen deuz gouzanvet eur vech evit ar pec’hejou, an hini a oa just evit ar re injust, evit hon digas da Zoue; o veza bet lakeat d’ar maro hervez ar c’hig, mes beoeet dre ar Spered;


Hen eo ar zacrifis a adunvaniez evit hor pec’hejou; ha n’e ket hep ken evit hon re‐ni, mes ive evit re ar bed holl.


Ni hon euz anavezet ar garantez, dre ma hen deuz‐Hen roet he vuez evidomp; ha ni a dle ive rei hor buez evit hor breudeur.


hag euz a‐berz Jesus‐Christ, an test fidel, ar c’henta ganet a‐douez ar re varo, hag ar Prins euz a rouane an douar.


Hag e canent eur c’hantic nevez, en eur lavaret: Dign oud da gemeret al levr, ha da zigeri he ziellou; rag te a zo bet lazet, hag ec’h euz hor prenet da Zoue gant da oad, euz a bep tribu, euz a bep langach, a bep pobl, hag a bep bro,


Goude kement‐se e selliz, hag e veliz eun niver braz ha na helle den ho c’hounta, a bep nation, a bep tribu, a bep pobl, hag a bep langach; en em zerc’hel a reant en ho za dirag an tron ha dirag an Oan, gwisket gant saeou gwenn, ha palmez en ho daouarn;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos