Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Apocalyps 19:6 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

6 Hag e kleviz evel mouez eur bobl vraz, hag evel mouez kalz a zoureier, hag evel mouez curunou braz, pere a lavare: Alleluia! rag an Aotrou Doue, an D oue Holl‐c’halloudec a ren.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Klevout a ris evel mouezh ur vandenn vras, evel ar vouezh eus kalz a zoureier hag evel ar vouezh eus kurunoù bras, a lavare: Allelouia! Rak an Aotrou Doue holl-c’halloudek a ren.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 19:6
25 Referencias Cruzadas  

ha n’hon lez ket da gweza en dentation; mes delivr ac’hanomp diouz an droug. Rag d’id eo ar rouantelez, ar galloud, hag ar gloar da viken. Amen!


he dreid, henvel ouz coevr euz ar c’haera, a luc’he evel pa vijent en eur fournez a dan, hag he vouez a oa evel mouez an doureier braz.


Me eo an Alpha hag an Omega, ar c’hommansamant hag ar fin, eme an Aotrou, an Ilini a zo, a oa, hag a vezo, an Holl‐C’halloudec.


Neuze e kleviz en env eur vouez vraz, hag a lavare: Breman eo deuet ar zilvidigez hag an nerz, ha rouantelez hon Doue, ha galloud he Ghrist; rag tamaller hor breudeur, an hini a damalle anezhe noz‐deiz dirag hon Doue, a zo bet taolet d’an traon.


Hag e kleviz eur vouez euz an env, henvel ouz trouz an doureier braz, hag henvel ouz trouz eur gurun vraz, hag e kleviz eun trouz a delennerien o son gant ho zelennou.


Goude‐ze e kleviz evel mouez eun niver braz a dud, en env, hag e lavarent: Alleluia! (Meulit Doue). Ar zilvidigez, hag ar gloar, hag an henor, hag ar galloud d’an Aotrou hon Doue!


Hag ar pevar‐var‐n’ugent den Ancien, hag ar pevar aneval en em brosternaz, hag a adoraz Doue a oa azezet var an tron, en eur lavaret: Amen, Alleluia!


Ne veliz templ e‐bed enhi; rag an Aotrou Doue holl‐c’halloudec hag an Oan eo an templ anezhi.


Hag euzan tron e teue luc’hed, ha kurunou ha moueziou; ha dirag an tron e teve seiz lamp ardant, pere a zo ar seiz spered a Zoue.


Ha me a zellaz, pa hen doe digoret an Oan arziellou, hag e kleviz unan euz ar pevar aneval o lavaret gant eur vouez evel ar gurun: Deuz, ha gwel.


Neuze an eal a gemeraz an ezansouer hag hen leuniaz euz a dan divar an aoter, hag hen taolaz var an douar; hag e c’hoarvezaz moueziou, ha curunou, ha luc’hed, hag eur c’hrennamant douar,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos