Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 11:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Eun devez ma oa Jesus o pedi en eul leac’h, goude ma oa echuet he beden, unan euz he ziskibien a lavaraz dezhan: Aotrou, desk deomp pedi, evel ma hen deuz Ian desket ive d’he ziskibien.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Un deiz ma oa o pediñ en ul lec’h bennak, goude m’en doe echuet, unan eus e ziskibien a lavaras dezhañ: Aotrou, desk deomp pediñ evel m’en deus Yann desket ivez d’e ziskibien.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 11:1
14 Referencias Cruzadas  

mes eun dra hep‐ken a zo necesser; ha Mari he deuz choazet al loden vad, ha na vezo ket lammet diganthi.


Ha Jesus a lavaraz dezhe: Pa bedot, livirit: Hon tad pehini a zo en envou; da hano bezet santifiet; ra zeui da rouantelez; da volontez bezet great var an douar evel en env;


En amzer‐ze, Jesus a zavaz var eur menez evit pedi; hag e tremenaz an noz o pidi Doue.


Hag an Aotrou, pa velaz anezhi, hen doe truez outhi, hag e lavaraz dezhi: Na wel ket.


Ha Ian a c’halvaz daou euz he ziskibien, hag ho c’hassaz da gavout Jesus, evit lavaret dezhan: Ha te eo an hini a dlie dont, pe unan all a dleomp‐ni da c’hortoz?


C’hoarvezoud a reaz, pa oa o pedi a‐gostez, ha ma oa an diskibien ganthan, ma c’houlennaz diganthe: Piou a lavar an dud ez oun‐me?


Var‐dro eiz devez goude ar c’homzou‐ze, Jesus a gemeraz ganthan Per, Ian ha Jakes, hag e pignaz var eur menez evit pedi.


Hennes eo an hini pehini, e‐pad an deiziou euz he vuez er c’hig, o veza offret gant scrij ha gant daelou, pedennou ha supplicationou d’an hini a helle hen sauvetaad euz ar maro, hag o veza bet delivret abalamour m’hen doa doujans evithan,


Mes c’houi, breudeur ker, oc’h en em edifia hoc’h‐unan var ho feiz santel meurbed, hag en eur bedi dre ar Spered‐Santel,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos