Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 10:42 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

42 mes eun dra hep‐ken a zo necesser; ha Mari he deuz choazet al loden vad, ha na vezo ket lammet diganthi.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

42 Met un dra hepken a zo ret. Mari he deus dibabet al lodenn wellañ, ha ne vo ket lamet diganti.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 10:42
36 Referencias Cruzadas  

Rag petra a dalfe da eun den gounid ar bed holl, mar teufe da goll he ene?


Hou‐man he doa eur c’hoar hanvet Mari, hag en em zalc’he azezet e c’harz treid Jesus, o selaou he gomzou.


Eun devez ma oa Jesus o pedi en eul leac’h, goude ma oa echuet he beden, unan euz he ziskibien a lavaraz dezhan: Aotrou, desk deomp pedi, evel ma hen deuz Ian desket ive d’he ziskibien.


Mes Doue a lavaraz dezhan: Den diskiant, en noz‐man memeus, e vezo goulennet da ene diganez; hag an traou ec’h euz dastumet, da biou e vezint?


Gwerzit ar pez hoc’h euz, ha roit‐han en aluzen; grit evidoc’h ialc’hou ha ne gossaont ket, dastumit eun tenzor en envou ha na vanko biken, euz a beleac’h ne dosta ket al laeron, hag en peleac’h ar preon ne ra droug e‐bed.


He Aotrou hen galvaz eta hag a lavaraz dezhan: Petra a glevan‐me lavaret divar da ben? Rent count d’in euz an implij ec’h euz great euz va danvez; rag ne halli ken a‐viziken gouarn va madou.


Mes Abraham a respontaz: Va mab, dalc’h sonj penaos ec’h euz bet da vadou e‐pad da vuez, pa hen deuz bet Lazar he boaniou; breman ez eo consolet, ha te a zo en tourmanchou.


Jesus, o klevet kement‐se, a lavaraz dezhan: Mankoud a ra d’id eun dra c’hoas; gwerz kement ec’h euz, ha ro‐hen d’ar beorien, hag e pezo eun tenzor en env; ha neuze deuz, hag heuil ac’hanoun.


Rag‐se likit evez penaos e selaouit; rag d’an neb hen deuz e vezo roet, mes an neb n’hen deuz ket, a vezo lammet diganthan memeus ar pez a zonj dezhan hen deuz.


Bez’ e oa eun den klanv hanvet Lazar, euz a Vethani, bourg Mari ha Martha he c’hoar.


Ha kalz a Judevien a oa deuet da gavout Martha ha Mari, evit ho c’honsoli divarben ho breur.


Neuze Mari, o veza kemeret eul lur eol pur a c’houez‐vad, hag a briz huel, a eoliaz treid Jesus, hag ho zec’haz gant he bleo; hag an ti a oe karget gant ar c’houez‐vad euz an eol‐ze.


Hogen, ar vuez eternel eo, ma c’hanavezint ac’hanoud, te pehini eo ar gwir Doue, ha Jesus‐Christ pehini ec’h euz digasset.


mes piou‐benag a evo euz an dour a roin‐me dezhan, n’hen devezo biken mui a zec’hed, mes an dour a roin dezhan a deuio da veza enhan eur vammen dour hag a zavo evit ar vuez eternel.


E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: An hini a zelaou va c’homz, hag a gred en hini hen deuz va digasset, hen deuz ar vuez eternel, ha na zeu ket dindan ar varnedigez, mes tremenet eo euz ar maro d’ar vuez.


Labourit, nann evit ar boued a beris, mes evit an hini a bad beteg er vuez eternel, hag a vezo roet deoc’h gant Mab an den; rag Doue, an Tad, hen deuz merket he‐man gant he ziel.


Ha pa rofen va holl vadou evit maga ar beorien, ha pa rofen va c’horf evit beza devet; ma n’am euz ket ar garantez, kement‐se ne zervich d’in da netra.


Rag er C’hrist Jesus ar circoncision na dal netra nag an dicirconcision ken neubeud, mes ar feiz hag a labour dre ar garantez.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos