Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 10:41 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

41 Ha Jesus a respontaz dezhi: Martha, Martha, te en em laka en poan hag a gemer sourci gant kalz a draou;

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

41 Jezuz a respontas dezhi: Marta, Marta, te en em laka e poan hag en em nec’h gant kalz a draoù.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 10:41
13 Referencias Cruzadas  

mes sourciou ar bed‐man, tromplerez ar madou ha meur seurt desiriou all o tond varnezhe, a voug ar Ger, hag e teu da veza difrouez;


Pa oant en hent, ec’h antreaz en eur bourg, hag eur plac’h hanvet Martha, a zigemeraz anezhan en he zi.


Mes Martha a oa occupet gant al labour en ti. O veza deuet da gavout Jesus, hou‐man a lavaraz dezhan: Aotrou, ha na velez‐te ket e lez va c’hoar ac’hanoun da zervicha va‐unan? Lavar eta dezhi dond d’am zicour.


Neuze e lavaraz d’he zizkibien: Rag‐se, me a lavar deoc’h: Na vezit ket en sourci evit ho puez, petra ho pezo da zebri; nag evit ho corf, petra ho pezo da wiska.


Likit eta evez ouzoc’h hoc’h‐unan, gant aoun na zeufe an debauch, ar vezventi ha sourciou ar vuez‐man da bouneraad ho calon, ha na gwezfe an devez‐se varnoc’h heb gouzoud deoc’h.


hag ar pez a zo kwezet e‐touez ar spern, eo ar re ho deuz klevet ar ger; ha pere en eur vond kuit, a lez ar ger da veza mouget gant ar sourciou, gant ar pinvidigeziou, hag ar plijadurezou euz ar vuez‐man, en hevelep doare ma na zougont ket ho frouez beteg beza dare;


Bez’ e oa eun den klanv hanvet Lazar, euz a Vethani, bourg Mari ha Martha he c’hoar.


Hogen, Jesus a gare Martha, hag he c’hoar ha Lazar.


Eno e oe great eur goan dezhan, ha Martha a oa o servicha, ha Lazar a oa unan euz ar re a oa ouz taol ganthan.


Na vezit sourciet gant netra, mes, en peb occasion, lakit ho koulennou dirag Doue, dre bedennou ha supplicationou gant actionou a c’hras, hag ar peoc’h a Zoue,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos