Juda hag Israel a oa o chom e surentez, pep hini dindan e winienn ha dindan e fiezenn, adalek Dan betek Beer-Sheba, e-pad holl buhez Salomon.
Zakaria 3:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned En deiz-se, eme AOTROU an armeoù, en em c'halvot an eil egile dindan ar winienn ha dindan ar wezenn-fiez. |
Juda hag Israel a oa o chom e surentez, pep hini dindan e winienn ha dindan e fiezenn, adalek Dan betek Beer-Sheba, e-pad holl buhez Salomon.
Setu emaon e-sell da sevel un ti da anv an AOTROU va Doue, evel m'en deus disklêriet an AOTROU da Zavid va zad o lavarout: Da vab, a lakain ez lec'h war da dron, a vo an hini a savo un ti da'm anv.
Na selaouit ket Ezekiaz, rak evel-henn e lavar roue Asiria: Grit ar peoc'h ganin ha deuit da'm c'havout, hag e tebro pep hini ac'hanoc'h eus e winienn ha pep hini eus e fiezenn, hag ec'h evo pep hini dour e buñs,
Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Prenet e vo c'hoazh tiez, parkeier ha gwini er vro-mañ.
En deiz-se e rin evito un emglev gant loened ar parkeier, gant laboused an neñvoù, ha gant stlejviled an douar. Hag e torrin hag e lamin ar wareg, ar c'hleze, ar brezel diwar ar vro, hag e lakain anezho e surentez.
Pep hini a azezo dindan e winienn ha dindan e fiezenn, ha den ebet ne spourono anezho, rak komzet en deus genoù AOTROU an armeoù.
Ha meur a vroad en em stago ouzh an AOTROU en deiz-se, hag a zeuio da vezañ va fobl; hag e vin o chom ez kreiz, hag e ouezi ez on bet kaset davedout gant AOTROU an armeoù.