1 Goude-se an ael a gomze ouzhin a zistroas davedon hag am dihunas, evel un den a zo dihunet eus e gousked,
War gement-se ez on dihunet, hag em eus gwelet; va c'housk a oa bet c'hwek evidon.
Evel ma komze ouzhin e chomis sabatuet war va dremm d'an douar. Hag e stokas ouzhin hag e reas din en em zerc'hel em sav el lec'h ma oan.
Hag an AOTROU a respontas komzoù mat, komzoù frealzus, d'an ael a gomze ouzhin.
Hag e lavaris d'an ael a gomze ouzhin: Petra eo ar re-se? Hag e lavaras din: Ar re-se eo ar c'herniel o deus stlabezet Juda, Israel ha Jeruzalem.
Lavarout a ris: Va Aotrou, piv int? Hag an ael a gomze ouzhin a lavaras din: Mont a ran da ziskouez dit petra eo an traoù-se.
Ha setu ez eas er-maez an ael a gomze ouzhin, hag un ael all a yeas er-maez d'e gavout,
An ael a gomze ouzhin a respontas o lavarout din: Ha n'ouzout ket petra eo an traoù-se? Hag e lavaris: Nann, va aotrou.
Pêr hag ar re a oa gantañ o doa kement a c’hoant kousket, met, o vezañ dihun-tre, e weljont e c’hloar hag an daou zen a oa gantañ.