An AOTROU a lavaras da Satan: A belec'h e teuez? Satan a respontas d'an AOTROU o lavarout: Eus redek amañ hag ahont war an douar hag eus pourmen eno.
Zakaria 1:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An den en em zalc'he e-touez ar gwez-meurta a respontas o lavarout: Int eo ar re en deus kaset an AOTROU evit ergerzhout an douar. |
An AOTROU a lavaras da Satan: A belec'h e teuez? Satan a respontas d'an AOTROU o lavarout: Eus redek amañ hag ahont war an douar hag eus pourmen eno.
Hag e komzjont ouzh ael an AOTROU en em zalc'he e-touez ar gwez-meurta o lavarout: Ergerzhet hon eus an douar, ha setu, an douar holl a zo sioul hag e peoc'h.
E-pad an noz em boe ur weledigezh. Ha setu, e oa un den pignet war ur marc'h rous, hag en em zalc'he e-touez ar gwez-meurta a oa er foñs; war e lerc'h e oa kezeg rous, brizhek ha gwenn.
Kleze, dihun a-enep va mêsaer, a-enep an den a zo kar din, eme AOTROU an armeoù, sko gant ar mêsaer, hag an deñved a vo stlabezet, hag e troin va dorn a-enep ar re vihan.
Rak piv eo en deus disprizet amzer an deroù bihan? Laouen e vint o welout ar gordenn-vuzuliañ e dorn Zorobabel. Ar seizh-se a zo lagadoù an AOTROU oc'h ergerzhout an douar holl.
Ha n’int ket holl speredoù o vinistrañ, kaset da seveniñ ur servij e-keñver a re a dle kaout ar silvidigezh da hêrezh?