Zakaria 1:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
11 Hag e komzjont ouzh ael an AOTROU en em zalc'he e-touez ar gwez-meurta o lavarout: Ergerzhet hon eus an douar, ha setu, an douar holl a zo sioul hag e peoc'h.
Hag e lavaras: Ha gouzout a rez perak ez on deuet betek ennout? Ha bremañ e tistroan da stourm ouzh penn Persia. Hag ez in kuit, ha setu penn Javan a zeuio.
E-pad an noz em boe ur weledigezh. Ha setu, e oa un den pignet war ur marc'h rous, hag en em zalc'he e-touez ar gwez-meurta a oa er foñs; war e lerc'h e oa kezeg rous, brizhek ha gwenn.
ha ma rofe deoc’h-c’hwi a zo glac’haret, an diskuizh ganeomp, pa en em ziskouezo an Aotrou Jezuz eus an neñv gant aeled e c’halloud, e-kreiz flammoù-tan,
Diskuliadur Jezuz-Krist, roet dezhañ gant Doue evit diskouez d’e servijerien an traoù a dle c’hoarvezout prest, hag en deus kaset ha roet da anavezout dre e ael d’e servijer Yann,