Neuze labour ti Doue e Jeruzalem a baouezas, hag e voe harzet betek eilvet bloaz ren Dariuz roue Persia.
Zakaria 1:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned D'an eizhvet miz eus eil bloaz Dariuz, komz an AOTROU a voe disklêriet d'ar profed Zakaria mab Berekia, mab Iddo, o lavarout: |
Neuze labour ti Doue e Jeruzalem a baouezas, hag e voe harzet betek eilvet bloaz ren Dariuz roue Persia.
Hag Hagai ar profed ha Zakaria mab Iddo ar profed a brofedas d'ar Yuzevien a oa e Judea hag e Jeruzalem, en anv Doue Israel, a gomze outo.
D'an eilvet bloaz eus ar roue Dariuz, d'ar c'hwec'hvet miz, d'an deiz kentañ eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklêriet dre Agge ar profed da Zorobabel mab Salatiel, gouarnour Juda, ha da Jozue mab Jozadak, an aberzhour-meur, o lavarout:
d'ar pevare deiz warn-ugent eus ar c'hwec'hvet miz, en eilvet bloaz eus ar roue Dariuz.
D'ar pevare deiz warn-ugent eus ar navet miz, en eilvet bloaz eus ar roue Dariuz, komz an AOTROU a voe disklêriet dre Agge ar profed o lavarout:
Komz an AOTROU a voe disklêriet evit an eil gwech da Agge, d'ar pevare deiz warn-ugent eus ar miz, o lavarout:
D'ar pevare deiz warn-ugent eus an unnekvet miz, a zo miz Shebad, en eil bloaz eus Dariuz, komz an AOTROU a voe disklêriet d'ar profed Zakaria mab Berekia, mab Iddo, o lavarout:
Er pevare bloaz eus ar roue Dariuz, komz an AOTROU a voe disklêriet da Zakaria, d'ar pevare deiz eus an navet miz, a zo miz Kislev,
evit ma kouezho warnoc’h an holl wad reizh a zo bet skuilhet war an douar, adalek gwad Abel ar reizh betek gwad Zakaria mab Barakia, hoc’h eus lazhet etre an templ hag an aoter.
adalek gwad Abel betek gwad Zakaria, a voe lazhet etre an aoter hag an templ. Ya, a lavaran deoc’h, goulennet e vo digant ar rummad-mañ.