Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 23:35 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

35 evit ma kouezho warnoc’h an holl wad reizh a zo bet skuilhet war an douar, adalek gwad Abel ar reizh betek gwad Zakaria mab Barakia, hoc’h eus lazhet etre an templ hag an aoter.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

35 Evit ma kwezo varnoc’h an holl oad just a zo bet skuilliet var an douar, adaleg goad Abel, an den just‐se, bete goad Zakari, mab Barachi, a zo bet lazet ganeoc’h etre an templ hag an aoter.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

35 Eit ma couéhou arh‐n‐oh ol er goaid divlam e zou bet scùillet arh en douar, a houdé hani en dén glan Abel, bet hani Zachari, mab Barachi, e hoès lahet étré en Ty‐Doué hag en autær.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 23:35
22 Referencias Cruzadas  

Ha Kain a gomzas da Abel e vreur. Evel ma oant er parkeier, Kain en em savas a-enep Abel e vreur hag en lazhas.


Manase a skuilhas ivez gwad didamall e-leizh, betek leuniañ Jeruzalem penn-da-benn, en tu-hont d'e bec'hed en doa lakaet Juda da bec'hiñ drezañ, en ur ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU.


hag ivez en abeg d'ar gwad didamall en doa skuilhet, rak leuniet en doa Jeruzalem a wad didamall. Hag an AOTROU ne fellas ket dezhañ pardoniñ.


Kempennit lazhadeg e vibien, en abeg da zireizhder o zadoù, evit na savint ket ken da berc'hennañ an douar, na da c'holeiñ gant kêrioù dremm ar bed.


Rak setu, dont a ra an AOTROU er-maez eus e chomlec'h, evit kastizañ drougiezh tud an douar. Hag an douar a ziskouezo ar gwad bet skuilhet warnañ, ha ne guzho ket ken e re lazhet.


Skoet em eus war o mibien en aner, n'o deus ket degemeret ar c'helennadur. Ho kleze en deus lonket ho profeded, evel ul leon distrujer.


Betek pleg da sae zoken emañ gwad eneoù ar re zidamall baour, na'z poa ket kavet en disentidigezh.


Gouezit hepken mar lakait ac'hanon d'ar marv, e lakaiot gwad didamall warnoc'h, war ar gêr-mañ, war he zud. Rak e gwirionez en deus va c'haset an AOTROU etrezek ennoc'h evit disklêriañ ouzh ho tivskouarn ar c'homzoù-mañ.


Hag e lakajont Uri da zont er-maez eus an Ejipt, hag en degasjont d'ar roue Jojakim, a lazhas anezhañ gant ar c'hleze hag a daolas e gorf marv da vezioù bugale ar bobl.


Kerkent ha m'en doe Jeremiaz echuet da lavarout kement en doa an AOTROU gourc'hemennet da lavarout d'an holl bobl, ma krogas an aberzhourien, ar brofeded hag an holl bobl ennañ, o lavarout: Mervel a ri!


D'an eizhvet miz eus eil bloaz Dariuz, komz an AOTROU a voe disklêriet d'ar profed Zakaria mab Berekia, mab Iddo, o lavarout:


Ne gousiot ket ar vro ma viot o chomo enni, rak ar gwad a gousi ar vro. Ha ne vo ket graet dic'haou evit ar vro eus ar gwad a vo bet skuilhet enni, nemet dre wad an hini en devo e skuilhet.


adalek gwad Abel betek gwad Zakaria, a voe lazhet etre an aoter hag an templ. Ya, a lavaran deoc’h, goulennet e vo digant ar rummad-mañ.


o lavarout: Ha n’hon eus ket difennet start ouzhoc’h kelenn en anv-se? Ha setu, leuniet hoc’h eus Jeruzalem gant ho kelennadurezh hag e fell deoc’h lakaat gwad an den-se da gouezhañ warnomp!


Dre ar feiz e kinnigas Abel da Zoue un aberzh gwelloc’h eget hini Kaïn, drezi e voe disklêriet reizh, Doue o rentañ testeni d’e brofoù, ha drezi e komz c’hoazh petra bennak ma’z eo marv.


ouzh Jezuz, hanterour un emglev nevez, hag ouzh gwad ar sparfadur a lavar traoù gwelloc’h eget hini Abel.


Enni eo bet kavet gwad ar brofeded, ar sent hag ar re holl a zo bet lakaet d’ar marv war an douar.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos