Elia a dostaas ouzh an holl bobl hag a lavaras: Betek pegeit e kammot eus an daou du? Mard eo an AOTROU a zo Doue, kit war e lerc'h; met mard eo Baal, kit war e lerc'h. Hag ar bobl ne respontas ket ur ger.
S. Jakes 1:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned lodennet eo e galon ha kildro eo en e holl hentoù. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) An den a choum he galon etre daou sonj, a zo valiant en he holl hentchou. |
Elia a dostaas ouzh an holl bobl hag a lavaras: Betek pegeit e kammot eus an daou du? Mard eo an AOTROU a zo Doue, kit war e lerc'h; met mard eo Baal, kit war e lerc'h. Hag ar bobl ne respontas ket ur ger.
Evel-se e toujent an AOTROU hag e servijent o doueoù, e doare ar broadoù ma oant bet dilec'hiet diouto.
Evel-se ar broadoù-se a zouje an AOTROU hag a servije o skeudennoù kizellet. Hag o mibien, ha mibien o mibien, o deus graet betek hiziv evel m'o doa graet o zadoù.
Lavaret en deus an AOTROU: Dre ma tosta ar bobl-mañ ouzhin gant o genoù, dre ma enor ac'hanon gant o muzelloù, met diouzhin e pellaont o c'halon, ha dre ma'z eo kelennet o doujañs ouzhin dre c'hourc'hemennoù tud,
O c'halon a zo lodennet, hag e vint disklêriet kablus. Eñ a ziskaro o aoterioù hag a zistrujo o feulioù.
Al lagad eo lamp ar c’horf. Mar d-eo eta da lagad yac’h, da holl gorf a vo sklêrijennet,
Den ebet ne c’hell servijañ daou vestr, rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c’hellit ket servijañ Doue ha Mammon.
Tostait ouzh Doue hag e tostaio ouzhoc’h. Pec’herien, naetait ho taouarn, tud a galon lodennet, glanait ho kalonoù.
O daoulagad a zo leun a avoultriezh, ne baouezont ket da bec’hiñ, o klask da eren an eneoù n’int ket diazezet mat, o c’halon a zo roet d’an droukc’hoant, bez’ ez int bugale a vallozh.
A-hend-all e ra evel-se en e holl lizhiri pa gomz enno eus an traoù-mañ; lod ’zo diaes da gompren hag a vez distroet gant an dud diouiziek ha disur, kement hag ar Skriturioù all, evit o c’holl o-unan.