Laban a lavaras: A-dra-sur, te a zo va askorn ha va c'hig. Hag e chomas gantañ e-pad ur miz.
Romaned 9:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak karout a rafen bezañ va-unan milliget ha dispartiet diouzh Krist evit va breudeur, va c’herent hervez ar c’hig, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag karoud a rajen beza va‐unan milliget, pell diouz ar C’hrist, evit va breudeur, va c’herent hervez ar c’hig; |
Laban a lavaras: A-dra-sur, te a zo va askorn ha va c'hig. Hag e chomas gantañ e-pad ur miz.
Neuze ar roue a voe glac'haret; pignat a reas d'ar gambr uhel a-us d'an nor, hag e ouele, hag en ur gerzhout e lavare: Va mab Absalom! Va mab! Va mab Absalom! Perak n'on ket marvet va-unan ez lec'h! Va mab Absalom! Va mab!
Rak penaos e c'hellfen gwelout an droug a dizhfe va fobl, penaos e c'hellfen gwelout distruj va gouenn?
Tud breudeur, mibien eus gouenn Abraham, ha c’hwi a zouj Doue, deoc’h-c’hwi eo bet kaset ar ger a silvidigezh-mañ.
evel ma’z eo test din ar beleg-meur hag holl guzul an henaourien. O vezañ bet zoken lizheroù diganto evit ar vreudeur, aet on da Zamask, da zegas ereet da Jeruzalem ar re a oa eno evit ma vijent kastizet.
Respont a rejont dezhañ: N’hon eus resevet lizher ebet eus Judea diwar da benn ha n’eus deuet breur ebet hag en defe da damallet pe lavarout droug ac’hanout,
Me a lavar eta: Hag en deus Doue taolet kuit e bobl? N’eo ket! Rak me a zo va-unan Israelat, eus lignez Abraham, eus meuriad Benjamin.
Saludit Andronikuz ha Juniaz, va c’herent ha va c’henbrizonidi. Enoret int e-touez an ebestel, ha zoken o deus kredet e Krist araozon.
Dre-se e tisklêrian deoc’h penaos den ebet hag a gomz dre Spered Doue ne lavar: Jezuz a zo milliget! Ha den ne c’hell lavarout: Jezuz a zo an Aotrou! nemet dre ar Spered-Santel.
Me a zispigno a galon-vat hag en em zispigno c’hoazh va-unan evit hoc’h eneoù, petra bennak ma vin karet nebeutoc’h, o karout ac’hanoc’h gant kement a garantez.
Ha pa brezegfemp deoc’h ni hon-unan pe un ael eus an neñv un aviel disheñvel diouzh an hini hon eus prezeget deoc’h, ra vo milliget!
Evel ma hon eus dija lavaret, henn lavarout a ran adarre bremañ: mar prezeg deoc’h unan bennak un aviel disheñvel diouzh an hini hoc’h eus resevet, ra vo milliget!
Met ar re holl en em stag ouzh oberoù al lezenn a zo dindan ar vallozh, rak skrivet eo: Milliget eo kement den ha na gendalc’h ket en holl draoù a zo skrivet e levr al lezenn evit ober anezho.
Krist en deus hon dasprenet eus mallozh al lezenn, o vezañ bet graet mallozh evidomp, rak skrivet eo: Milliget eo kement hini a zo krouget ouzh ar c’hoad,
Mevelien, sentit gant doujañs ha krenadenn ouzh ho mistri hervez ar c’hig, en eeunder a galon, evel ouzh Krist,
e gorf marv ne dremeno ket an nozvezh ouzh ar c'hoad, met sebeliañ a ri anezhañ an deiz-se, rak ur vallozh eus Doue eo kement hini a zo krouget, ha ne saotro ket ar vro en devo an AOTROU da Zoue roet dit evel hêrezh.
An Israeliz a voe skuizhet en deiz-se. Saül en doa lakaet ar bobl d'ober al le-mañ, o lavarout: Milliget eo an den a gemero boued a-raok an abardaez, ken na vin en em veñjet eus va enebourien! Hag an holl bobl ne dañvaas boued ebet.