Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 16:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Timote, va c’henlabourer, Lusiuz, Jason ha Sozipater, va c’herent, a salud ac’hanoc’h.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

21 Timoteus, va c’hen‐labourer, ha Lucius, ha Jason, ha Sosipater, va c’herent, a zalud ac’hanoc’h.

Ver Capítulo Copiar




Romaned 16:21
24 Referencias Cruzadas  

Bez’ e oa en Iliz Antioch profeded ha doktored: Barnabaz, Simeon anvet Niger, Lusiuz ar Sirenad, Manahen a oa bet savet gant Herodez an tetrark, ha Saol.


Kerkent ar vreudeur a gasas kuit Paol, evit ober van da vont war-zu ar mor. Silaz ha Timote a chomas eno.


Met ar Yuzevien diskredik, leun a warizi, a gemeras ganto un toullad paotred fall diwar al leurgêr, hag, o vezañ dastumet un engroez, e lakajont trubuilh dre gêr. O vont da di Jason, e klaskjont anezho evit o c’has dirak ar bobl.


Pa voe deuet Silaz ha Timote eus Makedonia, Paol, bountet gant ar Spered, a roas testeni gant hardizhegezh d’ar Yuzevien ez eo Jezuz ar C’hrist.


O vezañ kaset e Makedonia daou eus ar re a sikoure anezhañ, Timote hag Erast, e chomas c’hoazh un nebeud amzer en Azia.


Ambrouget e voe betek Azia gant Sopater eus Beroia, Aristark ha Sekunduz eus Tesalonike, Gaiuz eus Derb, Timote, ha Tichik ha Trofim eus Azia.


Saludit Herodion a zo kar din. Saludit ar re eus ti Narkiz a zo en Aotrou.


Saludit Andronikuz ha Juniaz, va c’herent ha va c’henbrizonidi. Enoret int e-touez an ebestel, ha zoken o deus kredet e Krist araozon.


Rak karout a rafen bezañ va-unan milliget ha dispartiet diouzh Krist evit va breudeur, va c’herent hervez ar c’hig,


Paol, abostol Jezuz-Krist dre volontez Doue, hag ar breur Timote, da Iliz Doue a zo e Korint ha d’an holl sent a zo en Akaia a-bezh:


Rak Jezuz-Krist, Mab Doue, an hini a zo bet prezeget deoc’h ganeomp, ganin-me, gant Silvan, gant Timote, n’eo ket bet “ya” ha “nann”, met bet eo “ya” ennañ.


Paol ha Timote, servijerien Jezuz-Krist, d’an holl sent e Jezuz-Krist a zo e Filipi, d’an eskibien ha d’an diagoned:


Paol, abostol Jezuz-Krist dre volontez Doue, ha Timote hor breur,


Paol, Silvan ha Timote, da Iliz an Desalonikiz a zo e Doue an Tad hag en Aotrou Jezuz-Krist: Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!


hag hon eus kaset Timote hor breur, ministr Doue, hor c’henlabourer en Aviel Krist, evit ho kalonekaat hag hoc’h aliañ diwar-benn ho feiz,


Met bremañ Timote, o vezañ distroet eus ho kichen d’hor c’havout, en deus degaset deomp keloù mat eus ho feiz hag eus ho karantez; lavaret en deus deomp e virit ur soñj mat ac’hanomp, o c’hoantaat hor gwelout evel ma c’hoantaomp hon-unan ho kwelout.


Paol, Silvan ha Timote, da Iliz an Desalonikiz a zo e Doue hon Tad hag en Aotrou Jezuz-Krist:


da Dimote, va gwir vab er feiz: Ar c’hras, an drugarez hag ar peoc’h ra vo roet dit a-berzh Doue hon Tad ha Jezuz-Krist hon Aotrou!


Met te, den Doue, tec’h diouzh an traoù-se ha klask ar reizhder, an doujañs-Doue, ar feiz, ar garantez, ar basianted, an douster.


O Timote, mir ar pezh a zo bet fiziet ennout, oc’h en em virout diouzh ar c’homzoù aner ha disakr ha diouzh ar c’houiziegezh a zo galvet e gaou evel-se,


da Dimote, va mab karet-mat: Ar c’hras, an drugarez hag ar peoc’h ra vo roet dit a-berzh Doue hon Tad ha Jezuz-Krist hon Aotrou!


Gouzout a rit eo bet dibrizoniet hor breur Timote. Mar deu prest, e welin ac’hanoc’h asambles gantañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos