Erruout a reas penaos, war-dro tri miz goude, e voe roet keloù da Juda, o lavarout: Tamar, da verc'h-kaer, a zo en em roet d'ar gasterezh ha zoken setu, he deus koñsevet eus he gasterezh. Ha Juda a lavaras: Lakait anezhi da vont er-maez, ma vo devet.
Kas a reas gantañ ivez ar bobl a oa enni, hag o lakaas da droc'hañ gant heskennoù, ogedoù-houarn ha bouc'hili-houarn, hag e reas dezho labourat d'ar forn-vrikennoù. Ober a reas evel-se da holl gêrioù mibien Ammon, ha David a zistroas da Jeruzalem gant an holl bobl.
Lavarit ivez da Amasa: Ha n'out ket va eskern ha va c'hig? Ra raio Doue din hervez an diwezhañ rustoni ma ne lakaan ket ac'hanout, da viken, penn-bras an arme e-lec'h Joab!
Kerkent ha ma welas anezhi e rogas e zilhad hag e lavaras: Siwazh va merc'h! Bec'hiet on, ya bec'hiet on, peurvantret on abalamour dit, rak digoret em eus va genoù d'an AOTROU ha ne c'hellin ket dislavarout.
rak an AOTROU a zo bev, eñ hag a zieub Israel; pa vefe graet kement-se gant va mab Jonatan zoken, a-dra-sur e varvo! Eus an holl bobl, den ne respontas dezhañ.
Eli a lavaras: Pehini eo ar gomz en deus lavaret dit? N'he c'huzh ket ouzhin mar plij. Ra raio Doue dit hervez an diwezhañ rustoni mar kuzhez ur ger hepken ouzhin eus kement en deus lavaret dit.