Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




1 Samuel 14:45 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

45 Met ar bobl a lavaras da Saül: Hag e varvfe Jonatan, eñ hag en deus roet un dieubidigezh ken bras da Israel? Ne c'hell ket bezañ! An AOTROU a zo bev! Ne gouezho d'an douar blevenn ebet eus e benn, rak gant Doue eo en deus graet-se hiziv. Ar bobl a zieubas Jonatan ha ne varvas ket.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 14:45
22 Referencias Cruzadas  

Hag hi a lavaras: Me az ped m'en devo ar roue soñj eus an AOTROU e Zoue, evit na vo ket kresket gant ar veñjer-gwad an distruj, ha na vo ket lazhet va mab. Hag e respontas: An AOTROU a zo bev! Ne gouezho ket d'an douar ur vlevenn eus da vab.


Salomon a lavaras: Ma en em ren evel un den kenañ, ne gouezho ket ur vlevenn dezhañ d'an douar, met ma en em gav droug ennañ, e varvo.


Ha setu, Amaria an aberzhour-meur a zo lakaet warnoc'h evit holl aferoù an AOTROU, ha Zebadia mab Ismael, priñs ti Juda, evit holl aferoù ar roue, hag evel skribed hoc'h eus al Levited dirazoc'h. Bezit kreñv ha grit evel-se. An AOTROU a vo gant an den a ra vad.


Neuze ec'h eus o lakaet etre daouarn o enebourien o deus gwasket anezho. En amzer o enkrez e klemmjont war-zu ennout, hag eus an neñvoù ec'h eus o c'hlevet, ha te, hervez da drugarez vras, ec'h eus roet dezho dieuberien o deus o saveteet diouzh daouarn o enebourien.


Me am eus roet urzh d'ar re a zo santelaet din, galvet em eus va zud kreñv da gas da benn va c'hounnar, ar re a laouena eus va braster.


Ha zoken holl vlev ho penn a zo kontet.


Met n’en em gollo ket ur vlevenn eus ho penn.


Pa voent erruet, e tastumjont an Iliz hag e kontjont an holl draoù en doa Doue graet ganto ha penaos en doa digoret d’ar broadoù dor ar feiz.


An holl vodadenn a davas hag e selaouent Barnabaz ha Paol o kontañ pebezh mirakloù ha pebezh burzhudoù en doa Doue graet drezo e-touez ar baganed.


Goude bezañ o saludet, e kontas dezho dre ar munud kement en doa graet Doue e-touez ar baganed dre e vinistrerezh.


Pediñ a ran ac’hanoc’h eta da gemer boued evit gallout en em saveteiñ, rak ne gouezho ket ur vlevenn eus penn hini ac’hanoc’h.


Rak ne gredfen komz eus netra ha na vefe bet graet drezon gant Krist evit degas ar baganed d’ar sentidigezh, dre ar ger ha dre an oberoù,


Rak ni a zo oberourien gant Doue. C’hwi eo park Doue, an ti a sav Doue.


Pa’z eo gwir eta e labouromp asambles, e pedomp start ac’hanoc’h na zegemerot ket gras Doue en aner,


Stourm a raint a-enep an Oan hag an Oan o zrec’ho, abalamour ma’z eo Aotrou an aotrounez ha Roue ar rouaned, hag ar re a zo gantañ eo ar re c’halvet ar re zibabet hag ar re feal.


An armeoù a zo en neñv a heulie anezhañ war gezeg gwenn; gwisket e oant gant lin fin, gwenn, glan.


Saül a lavaras: Den ne vo lakaet d'ar marv en deiz-mañ, rak hiziv en deus graet an AOTROU un dieubidigezh en Israel.


En deiz-se an AOTROU a zieubas Israel, hag an emgann en em astennas betek Bet-Aven.


Saül a zistroas eus redek war-lerc'h ar Filistined, hag ar Filistined a yeas d'o lec'h.


Lakaet en deus e vuhez war var ha lazhet ar Filistin, hag an AOTROU en deus graet drezañ un dieubidigezh vras evit holl Israel. Gwelet ec'h eus hag ec'h eus bet levenez. Perak pec'hiñ a-enep ar gwad didamall o lakaat David d'ar marv hep abeg?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos