Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Efeziz 6:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Mevelien, sentit gant doujañs ha krenadenn ouzh ho mistri hervez ar c’hig, en eeunder a galon, evel ouzh Krist,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

5 Servicherien, sentit ouz ho mistri hervez ar c’hig gant doujans ha gant aoun, gant lealded a galon, evel ouz ar C’hrist;

Ver Capítulo Copiar




Efeziz 6:5
27 Referencias Cruzadas  

Ael an AOTROU a lavaras: Kae en-dro da gavout da vestrez hag en em izela dindani.


Gouzout a ran, va Doue, e furchez ar galon hag e kavez plijadur en eeunder. En eeunder va c'halon eo em eus kinniget a-youl-vat an holl draoù-se, ha gwelet em eus gant levenez da bobl en em gav amañ, kinnig dit profoù a-youl-vat.


Setu, evel ma sell daoulagad ar servijerien ouzh dorn o mestroù, ha daoulagad ar vatezh ouzh dorn he mestrez, evel-se e sell hon daoulagad war-zu an AOTROU hon Doue, betek ma en devo truez ouzhimp.


AOTROU, kelenn din da hent, kerzhout a rin ez kwirionez. Doug va c'halon da zoujañ da anv.


Ur mab a enor e dad, hag ur servijer a enor e vestr. Mard on tad, pelec'h emañ an enor a zo din? Mard on mestr, pelec'h emañ an aon a zo dirazon? eme AOTROU an armeoù deoc'h-c'hwi, aberzhourien a zispriz va anv, hag a lavar: E petra hon eus disprizet da anv?


Al lagad eo lamp ar c’horf. Mar d-eo eta da lagad yac’h, da holl gorf a vo sklêrijennet,


Den ebet ne c’hell servijañ daou vestr, rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c’hellit ket servijañ Doue ha Mammon.


Rak me va-unan a zo un den lakaet dindan galloud re all, met dindanon em eus soudarded. Hag e lavaran da unan: Kae! Hag ez a; d’egile: Deus! Hag e teu; ha da’m mevel: Gra kement-mañ! Hag en gra.


Bemdez e oant aketus a-unvan en templ. O terriñ ar bara eus an eil ti d’egile, e kemerent o boued gant levenez hag eeunded a galon,


Rak karout a rafen bezañ va-unan milliget ha dispartiet diouzh Krist evit va breudeur, va c’herent hervez ar c’hig,


Me a zo bet en ho touez en dinerzhded, en doujañs hag en ur grenadenn vras.


Rak an hini a oa bet galvet en Aotrou pa oa sklav a zo frankiziad an Aotrou. En hevelep doare an hini a oa bet galvet pa oa frank a zo sklavour Krist.


Rak ar pezh a ra hor gloar eo en testeni-mañ eus hor c’houstiañs penaos omp en em renet er bed, ha dreist-holl en ho keñver, gant eeunder ha gwirionded dirak Doue, nann gant ur furnez kigel, met gant gras Doue.


E garantez evidoc’h a zeu da vezañ c’hoazh brasoc’h pa en deus soñj eus sentidigezh pep hini ac’hanoc’h ha penaos hoc’h eus e zegemeret gant doujañs ha krenadenn.


Gwragez, plegit d’hoc’h ezhec’h hoc’h-unan evel d’an Aotrou,


Ra vo ar c’hras gant ar re holl a gar hon Aotrou Jezuz-Krist gant ur garantez digemmus! Amen.


Evel-se, re garet-mat, evel ma hoc’h eus atav sentet, nann hepken dirazon met bremañ muioc’h c’hoazh pa’z on ezvezant, labourit d’ho silvidigezh gant doujañs ha krenadenn,


n’eo ket mui evel ur sklavour, met dreist ur sklavour, evel ur breur karet-mat, dreist-holl ganin-me ha muioc’h c’hoazh ganit-te, hervez ar c’hig hag hervez an Aotrou.


Bremañ eta, doujit an AOTROU , servijit anezhañ gant eeunder ha fealded, pellait an doueoù o deus servijet ho tadoù en tu all d'ar stêr hag en Ejipt, ha servijit an AOTROU .


pa welint ho kundu glan ha doujañsus.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos