Romaned 3:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hervez ma’z eo skrivet: N’eus den reizh ebet, nann, hini ebet, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) hervez ma’z eo scrivet: N’euz den just e‐bed, nann, hini e‐bed. |
Penaos e vefe reizh an den dirak Doue? Penaos e vefe glan an hini a zo bet ganet eus ur vaouez?
D'al lezenn ha d'an testeni! Ma ne lavaront ket hervez ar gomz-se, gouloù-deiz ebet evito!
Rak eus ar galon e teu ar soñjoù fall, ar muntroù, an avoultriezh, ar gastaouerezh, al laeroñsioù, ar falstestenioù, an droukkomzoù.
hervez ma’z eo skrivet: Doue en deus roet dezho betek an devezh-mañ ur spered a vorgousk, daoulagad ha ne welont ket, divskouarn ha ne glevont ket.
N’eo ket! Met ra vo Doue anavezet gwirion ha pep den gaouiat, hervez ma’z eo skrivet: Evit ma vi kavet reizh en da gomzoù ha ma c’hounezi da abeg pa vi barnet.
Rak ni ivez a oa gwechall diskiant, disentus, diheñchet, dindan hon techoù hag hor plijadurioù direizh, o vevañ er fallentez hag en avi, dellezek a gasoni hag o kasaat an eil egile.
Met evit ar re zidalvez, ar re ziskredik, ar re euzhus, ar vuntrerien, ar c’hastaouerien, ar strobinellerien, an idolourien hag an holl c’haouiaded, o lod a zo er stank o teviñ gant tan ha soufr, ar pezh a zo an eilvet marv.
Met er-maez e vo ar chas, ar sorserien, ar re hudur, ar vuntrerien, an idolourien, ha piv bennak a gar hag a ra ar gaou.