Gouzout a ran, va Doue, e furchez ar galon hag e kavez plijadur en eeunder. En eeunder va c'halon eo em eus kinniget a-youl-vat an holl draoù-se, ha gwelet em eus gant levenez da bobl en em gav amañ, kinnig dit profoù a-youl-vat.
Romaned 2:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned met eus an diabarzh eo e vezer Yuzev, hag an amdroc’h a zo hini ar galon, hervez ar spered ha nann hervez al lizherenn. E veuleudi ne zeu ket eus an dud, met eus Doue. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) mes euz an diabarz eo e vezer Judeo, hag ar gwir circoncision eo hini ar galon, an hini a zo hervez ar spered, ha nann hervez al lizeren; ha meulodi ar Judeo‐ze na zeu ket euz an dud, mes euz a Zoue. |
Gouzout a ran, va Doue, e furchez ar galon hag e kavez plijadur en eeunder. En eeunder va c'halon eo em eus kinniget a-youl-vat an holl draoù-se, ha gwelet em eus gant levenez da bobl en em gav amañ, kinnig dit profoù a-youl-vat.
Jeruzalem, disaotr da galon eus an droug evit ma vi saveteet. Betek pegeit e vo o chom ez tiabarzh da soñjoù direizh?
Bezit amdroc'het evit an AOTROU ha lamit pod-mezenn ho kalonoù, tud Juda hag annezidi Jeruzalem, gant aon na zeufe va fulor er-maez evel un tan, ha na entanfe hep na vefe den da vougañ anezhañ, en abeg da fallentez hoc'h oberoù.
Met an Aotrou a lavaras dezhañ: C’hwi, farizianed, a naeta diavaez an hanaf hag ar plad, met en diabarzh oc’h leun a laeroñsi hag a fallentez.
Ne vo ket lavaret: Emañ amañ, pe: Emañ aze. Rak setu, emañ rouantelezh Doue en ho touez.
Met an eur a zeu, ha deuet eo dija, ma teuio ar gwir azeulerien da azeuliñ an Tad e spered hag e gwirionez, rak an Tad a c’houlenn ar seurt azeulerien-se.
Penaos e c’hellit krediñ, c’hwi hag a resev ho kloar an eil digant egile ha na glask ket ar gloar a zeu eus Doue hepken?
rak rouantelezh Doue n’emañ ket an debriñ pe an evañ, met reizhder, peoc’h ha levenez er Spered-Santel.
Ha mar mir al lezenn an hini n’eo ket amdroc’het dre natur, ha ne varno ket ac’hanout, te hag a dorr al lezenn gant da lizherenn ha da amdroc’h?
Met bremañ dizereet omp bet diouzh al lezenn, o vezañ marv d’ar pezh a oamp dalc’het dindanañ, en hevelep doare ma servijomp e nevezded ar spered ha nann hervez al lizherenn a zo deuet da vezañ kozh.
Dre-se na varnit netra a-raok an amzer, betek ma teuio an Aotrou, a lakaio da vezañ sklaer an traoù kuzhet en deñvalijenn hag a ziskulio soñjoù ar c’halonoù. Neuze Doue a roio da bep hini e veuleudi.
An amdroc’h n’eo netra hag an diamdroc’h n’eo netra, met miridigezh gourc’hemennoù Doue eo an holl draoù.
Rak n’eo ket an hini en em veul e-unan a vez aprouet, met an hini a zo meulet gant an Aotrou.
Hol lakaet en deus barrek da vezañ servijerien eus un emglev nevez, nann eus al lizherenn met eus ar Spered, rak al lizherenn a lazh met ar Spered a ro ar vuhez.
An AOTROU da Zoue a amdroc'ho da galon ha kalon da lignez, hag e kari an AOTROU da Zoue eus da holl galon hag eus da holl ene, evit ma vevi.
Rak ni a zo an amdroc’hidi, ni hag a azeul Doue er Spered, ni hag a gavomp gloar e Jezuz-Krist, ni ha ne lakaomp ket hor fiziañs er c’hig,
Met evel m’en deus Doue kavet mat fiziout ennomp an Aviel, evel-se e komzomp, nann evit plijout d’an dud, met da Zoue a amprou hor c’halonoù.
met an hini a zo kuzhet e diabarzh ar galon, purentez divreinus ur spered dous ha peoc’hus, a zo prizius kenañ dirak Doue.
Met an AOTROU a lavaras da Samuel: Na laka ket evezh ouzh e zremm nag ouzh uhelder e vent, rak taolet em eus kuit anezhañ. An AOTROU ne wel ket evel ma wel an den. An den a sell ouzh diavaez an dud, met an AOTROU a sell ouzh ar galon.