Rak piv eo en deus disprizet amzer an deroù bihan? Laouen e vint o welout ar gordenn-vuzuliañ e dorn Zorobabel. Ar seizh-se a zo lagadoù an AOTROU oc'h ergerzhout an douar holl.
Romaned 14:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An hini a zebr, ra ne zisprizo ket an hini na zebr ket, hag an hini na zebr ket, ra ne varno ket an hini a zebr, rak Doue en deus e degemeret. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) An hini a zebr a bep seurt, ra ziwallo da zisprijoud an hini na zebr ket a bep seurt; hag an hini na zebr ket a bep seurt, ra ziwallo da varn an hini a zebr a bep seurt; rag Doue hen deuz he zigemeret. |
Rak piv eo en deus disprizet amzer an deroù bihan? Laouen e vint o welout ar gordenn-vuzuliañ e dorn Zorobabel. Ar seizh-se a zo lagadoù an AOTROU oc'h ergerzhout an douar holl.
Diwallit da zisprizañ nikun eus ar vugaligoù-mañ, rak me a lavar deoc’h penaos o aeled en neñvoù a wel dalc’hmat dremm va Zad a zo en neñvoù.
Neuze diskibien Yann a zeuas d’e gavout, o lavarout: A-belec’h e teu ma yunomp alies, ni hag ar farizianed, ha da ziskibien-te ne yunont ket?
Lavarout a reas ivez ar barabolenn-mañ, diwar-benn tud a grede enno o-unan e oant tud reizh hag a zisprize ar re all:
Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras: Anavezout a ran e gwirionez penaos Doue ne ra van eus diavaez an den,
Evel ma lavare c’hoazh Pêr ar c’homzoù-se, ar Spered-Santel a ziskennas war ar re holl a selaoue ar ger.
An annezerien a ziskouezas en hor c’heñver ur vadelezh dreist-ordinal. Rak enaouiñ a rejont un tan hag hon degemerjont holl, abalamour d’ar glav a gouezhe ha d’ar yenijenn.
Rak, mar d-eo bet o distaol adunvanidigezh ar bed, petra a vo o adgalvidigezh, nemet ur vuhez a-douez ar re varv?
Met te, perak e varnez da vreur? Pe te, perak e tisprizez da vreur? Pa’z eo gwir ez aimp holl dirak lez-varn Krist.
N’en em varnomp mui eta an eil egile, met kentoc’h barnit penaos na dleit ket lakaat un maen-kouezh pe reiñ un abeg a wallskouer d’ho preur.
Met mar d-eo da vreur glac’haret diwar-benn ur boued, ne gerzh ken hervez ar garantez. Na laka ket da vont da goll dre da voued an hini hag a zo Krist marvet evitañ.
Mat eo tremen hep debriñ kig, nag evañ gwin ha kemer netra eus ar pezh a c’hell lakaat da vreur da strebotiñ pe e lakaat da gouezhañ pe e zinerzhañ.