Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 14:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Degemerit an hini a zo dinerzh er feiz hep tabut diwar-benn e soñjoù.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 An hini a zo febl er feiz, digemerit anezhan gant madelez, heb disput var an opinionou.

Ver Capítulo Copiar




Romaned 14:1
31 Referencias Cruzadas  

Setu, kelennet ec'h eus kalz, ha kreñvaet ec'h eus an daouarn dinerzhet.


Peuriñ a raio e zeñved evel ur mesaer, dastum a raio e oaned gant e zivrec'h, dougen a raio anezho en e varlenn, ren a raio a re a ro da zenañ.


Ne frigaso ket ar raosklenn dorret, ne vougo ket al lutigenn a zivoged c'hoazh, hag ec'h embanno ar varnedigezh gant gwirionez.


Klask a rin an hini gollet, degas a rin en-dro an hini zianket, pakañ a rin an hini dorret hec'h ezel, nerzhañ a rin an hini glañv, met e tistrujin ar re lart ha nerzhus. O feuriñ a rin gant skiant.


N'hoc'h eus ket nerzhet ar re zinerzh, n'hoc'h eus ket louzaouet an hini glañv, n'hoc'h eus ket paket an hini dorret hec'h ezel, n'hoc'h eus ket kerc'het an hini zianket, n'hoc'h eus ket klasket an hini gollet, met renet hoc'h eus warno gant kaleter ha rustoni.


Rak setu ez an da sevel er vro ur mêsaer na welo ket ar re a ya da goll, na glasko ket ar re a zo yaouank, na bareo ket ar re a zo gouliet, na vesaio ket ar re a zo yac'h. Met debriñ a raio a re lartañ, hag e tiframmo diouto betek o ivinoù.


ne frigaso ket ar raosklenn dorret, ne vougo ket al lutigenn a zivoged c’hoazh, ken en devo lakaet ar reizhder da drec’hiñ,


Raktal Jezuz, oc’h astenn e zorn, a grogas ennañ hag a lavaras dezhañ: Den a nebeut a feiz, perak ac’h eus diskredet?


Diwallit da zisprizañ nikun eus ar vugaligoù-mañ, rak me a lavar deoc’h penaos o aeled en neñvoù a wel dalc’hmat dremm va Zad a zo en neñvoù.


Rak an dra-se ne ya ket er galon met er c’hof, a-belec’h e kouezh er foz, e-lec’h ma vez glanaet ar boued holl.


Gwelloc’h e vefe dezhañ e vefe staget ur maen-milin ouzh e c’houzoug hag e vefe taolet er mor, eget ma lakafe da gouezhañ unan eus ar re vihan-mañ.


E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini a zegemer an hini am bo kaset a zegemer ac’hanon, hag an hini a zegemer ac’hanon a zegemer an hini en deus va c’haset.


An annezerien a ziskouezas en hor c’heñver ur vadelezh dreist-ordinal. Rak enaouiñ a rejont un tan hag hon degemerjont holl, abalamour d’ar glav a gouezhe ha d’ar yenijenn.


Rak, mar d-eo bet o distaol adunvanidigezh ar bed, petra a vo o adgalvidigezh, nemet ur vuhez a-douez ar re varv?


Unan a gred gallout debriñ a bep tra, met an hini a zo dinerzh ne zebr nemet legumaj.


Mat eo tremen hep debriñ kig, nag evañ gwin ha kemer netra eus ar pezh a c’hell lakaat da vreur da strebotiñ pe e lakaat da gouezhañ pe e zinerzhañ.


An hini a zebr, ra ne zisprizo ket an hini na zebr ket, hag an hini na zebr ket, ra ne varno ket an hini a zebr, rak Doue en deus e degemeret.


Ni ar re greñv a dle gouzañv dinerzhded ar re zinerzh ha ne dleomp ket en em blijout ennomp hon-unan.


En em zegemerit eta an eil egile, evel m’en deus Krist hon degemeret, evit gloar Doue.


Evel na oa ket dinerzh er feiz, ne chomas ket da soñjal e oa e gorf dija gwanaet, pa’z eo gwir e oa erru tost da gant vloaz, hag e oa mammoù Sara e stad a varv.


Bet on evel dinerzh gant ar re zinerzh evit gounit ar re zinerzh. En em c’hraet on e pep tra d’an holl evit salviñ en un doare bennak hiniennoù anezho.


Degemerit eta anezhañ en Aotrou gant pep levenez, enorit ar seurt tud-se.


Ho pediñ a reomp ivez, breudeur, gourdrouzit ar re zizurzh, frealzit ar re a zo digalonekaet, sikourit ar re zinerzh, bezit habask e-keñver an holl.


Met ar boued kreñv a zo evit an dud en oad, evit ar re hag o deus dre gustum o skiant doareet da ziforc’hiñ ar mad diouzh an droug.


Mar deu unan bennak d’ho kavout ha ne zegas ket gantañ ar gelennadurezh-se, na zegemerit ket anezhañ en ho ti ha na saludit ket anezhañ,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos