Ha n'eus ket bet lavaret da'm aotrou ar pezh am eus graet pa lazhe Jezabel profeded an AOTROU, kuzhet em eus kant profed an AOTROU, hanter-kant en ur c'hev hag hanter-kant en unan all, hag o maget gant bara ha dour?
Romaned 11:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Aotrou, lazhet o deus da brofeded, diskaret o deus da aoterioù, me a zo chomet va-unan, hag e klaskont va lazhañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Aotrou, lazet ho deuz da brofeted, ha diskaret ho deuz da aoteriou; ha me a zo choumet va‐unan, hag emaint o klask lemmel va buez diganen. |
Ha n'eus ket bet lavaret da'm aotrou ar pezh am eus graet pa lazhe Jezabel profeded an AOTROU, kuzhet em eus kant profed an AOTROU, hanter-kant en ur c'hev hag hanter-kant en unan all, hag o maget gant bara ha dour?
rak pa zistrujas Jezabel profeded an AOTROU, Abdia a gemeras kant profed hag o c'huzhas, hanter-kant en ur c'hev hag hanter-kant en unan all, hag o magas gant bara ha dour.
Met e voent disentus hag en em savjont a-enep dit, hag e taoljont da lezenn a-dreñv o c'hein. Lazhañ a rejont da brofeded a zouge anezho da zistreiñ ouzhit, hag e rejont dismegañsoù bras dit.
Skoet em eus war o mibien en aner, n'o deus ket degemeret ar c'helennadur. Ho kleze en deus lonket ho profeded, evel ul leon distrujer.