Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 18:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Ha n'eus ket bet lavaret da'm aotrou ar pezh am eus graet pa lazhe Jezabel profeded an AOTROU, kuzhet em eus kant profed an AOTROU, hanter-kant en ur c'hev hag hanter-kant en unan all, hag o maget gant bara ha dour?

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 18:13
11 Referencias Cruzadas  

Ha bremañ e lavarez: Kae da lavarout da'z aotrou: Setu Elia! Va lazhañ a raio!


rak pa zistrujas Jezabel profeded an AOTROU, Abdia a gemeras kant profed hag o c'huzhas, hanter-kant en ur c'hev hag hanter-kant en unan all, hag o magas gant bara ha dour.


Elizea a oa azezet en e di, hag an henaourien a oa azezet gantañ. Ar roue a gasas un den dirazañ. Met a-raok ma voe erru ar c'hannad, Elizea a lavaras d'an henaourien: Ha gwelout a rit penaos mab al lazher-se a zegas un den evit troc'hañ din va fenn? Pa zeuio ar c'hannad, lakait evezh da serriñ an nor ha d'e zerc'hel e-tal an nor. Ha ne glevit ket trouz treid e vestr a zeu war e lerc'h?


Pa laouena an dud reizh, ar c'hloar a zo bras, met pa sav ar re zrouk, pep hini en em guzh.


Rak naon am eus bet ha roet hoc’h eus din da zebriñ; sec’hed am eus bet ha roet hoc’h eus din da evañ; diavaeziad on bet ha va degemeret hoc’h eus;


C’hwi a anavez hoc’h-unan penaos an daouarn-mañ o deus pourvezet da’m ezhommoù ha da re an dud a oa ganin.


int ha ne oa ket ar bed dellezek anezho, o kildreiñ el lec’hioù distro ha war ar menezioù, e mougevioù ha toulloù an douar.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos