Ra vo aketus ouzh kement-se an hini a zo fur, ha ra vo evezhius ouzh madelezhioù an AOTROU.
Romaned 11:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak ne fell ket din, breudeur, na oufec’h ket ar mister-mañ, evit na viot ket fur d’ho taoulagad hoc’h-unan, penaos ul lodenn eus Israel a zo kouezhet er galeted betek ma vo holl bobl ar baganed deuet e-barzh; Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag ne fell ket d’in, breudeur, ec’h ignorfac’h ar myster‐man, evit na veot ket fur dirag ho taou‐lagad hoc’h‐unan; penaos eul loden euz a Israel a zo kwezet en dallentez, bete ma vezo holl bobl ar Jentiled antreet en Iliz. |
Ra vo aketus ouzh kement-se an hini a zo fur, ha ra vo evezhius ouzh madelezhioù an AOTROU.
Kanaouenn ar "Maalod"; eus Salomon. Ma ne sav ket an AOTROU an ti, ar re en sav a labour en aner. Ma ne ziwall ket an AOTROU kêr, an hini he diwall a evesha en aner.
Ar beorien a zebro hag o devo o gwalc'h, ar re a glask an AOTROU a veulo anezhañ. Ho kalon a vevo da viken!
E anv a chomo da viken. E anv a vo embannet e-keit ha ma lugerno an heol. Dre e anv e vior benniget. Galvet e vo eürus gant an holl vroadoù.
Daoust hag ec'h eus gwelet un den a gred bezañ fur? Muioc'h a zo da c'hortoz diouzh un amoed eget dioutañ.
Piv a zo fur? Ra gompreno an traoù-mañ! Piv a zo skiantek? Ra anavezo anezho! Rak hentoù an AOTROU a zo eeun, ar re reizh a gerzho enno, met ar re disent a gouezho enno.
Jezuz a respontas dezho: Dre ma’z eo roet deoc’h da anavezout misterioù rouantelezh an neñvoù, ha ma n’eo ket roet kement-se dezho.
Kouezhañ a raint dindan troc’h ar c’hleze ha kaset e vint da sklaved e-touez an holl vroadoù. Jeruzalem a vo mac’het gant ar vroadoù betek ma vo peurleuniet amzerioù ar vroadoù.
Deñved all am eus ha n’int ket eus ar c’hraou-mañ. Ret eo din degas anezho ivez hag e klevint va mouezh. Hag e vo un tropell hepken hag ur mesaer hepken.
Hogen, breudeur, ne fell ket din e tremenfec’h hep gouzout em eus alies lakaet em soñj da vont d’ho kavout, da zastum ur frouezh bennak en ho touez evel e-touez ar broadoù all, met miret eo bet kement-se ouzhin betek vremañ.
Met mar d-eo bet o lamm pinvidigezh ar bed hag o bihander pinvidigezh ar baganed, pegement mui e vo o distro holl.
Rak mar d-out bet troc’het eus an olivezenn gouez dre e natur hag imboudet, a-enep lezenn an natur, war an olivezenn vat, pegement mui, ar re a zo ar brankoù naturel ha ne vint ket imboudet war o olivezenn o-unan?
Ho pet an hevelep soñjoù etrezoc’h. Na glaskit ket an traoù uhel, met tremenit gant an traoù izel. Na vezit ket fur d’ho taoulagad hoc’h-unan.
D’an hini a c’hell ho nerzhañ hervez va Aviel hag hervez ar pezh a zo bet prezeget gant Jezuz-Krist, a glot gant diskuliadur ar mister kuzhet e-pad meur a gantved,
Breudeur, ne fell ket din e vefec’h hep gouzout eo bet hon tadoù holl dindan ar goabrenn, o deus tremenet holl a-dreuz ar mor,
prezeg a reomp furnez Doue en ur mister, ur furnez hag a oa bet kuzhet hag a oa bet ragaozet gant Doue a-raok ar c’hantvedoù evit hor gloar,
o vezañ roet deomp da anavezout mister e volontez, hervez ar soñj mat oberius en doa graet ennañ e-unan,
hag evit lakaat gwelus dirak an holl roidigezh ar mister kuzhet a bep amzer e Doue en deus krouet an holl draoù dre Jezuz-Krist,
Teñvalaet o deus o skiant, o vezañ pellaet diouzh buhez Doue abalamour d’an diouiziegezh a zo enno ha dre galeter o c’halon,
Koulskoude re garet-mat, na dremenit ket hep anavezout penaos, evit an Aotrou un devezh a zo evel mil bloaz ha mil bloaz evel un devezh.
mister ar seizh steredenn ac’h eus gwelet em dorn dehou hag ar seizh kantolor aour. Ar seizh steredenn a zo aeled ar seizh Iliz, ar seizh kantolor ac’h eus gwelet a zo ar seizh Iliz.
met en deizioù ma vo klevet mouezh ar seizhvet ael, pa grogo gant seniñ, mister Doue a vo peurc’hraet, evel m’en doa disklêriet d’e servijerien ar brofeded.
Ar seizhvet ael a sonas, ha mouezhioù kreñv a voe klevet en neñv o lavarout: Rouantelezhioù ar bed a zo lakaet dindan galloud hon Aotrou hag e Grist. Eñ a reno e kantvedoù ar c’hantvedoù.
Goude-se e sellis ha setu, un engroez ken bras ken na c’helle den kontañ, a bep broad, a bep meuriad, a bep pobl, a bep yezh, en em zalc’he dirak an tron ha dirak an Oan; gwisket e oant gant saeoù gwenn, gant palmez en o daouarn.