Pep den a zo foll dre ar pezh a oar ober, pep orfebour en deus mezh eus e skeudenn gizellet, rak an traoù teuzet n'int nemet gaou, n'eus ket a c'hwezhadenn enno.
Romaned 10:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met e lavaran: Ha n’en deus ket Israel anavezet? Da gentañ Moizez a lavar: Me ho lakaio da vezañ gwarizius dre ar pezh n’eo ket ur bobl, lakaat a rin droug da sevel ennoc’h dre ur vroad diskiant. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Me her goulen c’hoas: Daoust hag Israel n’hen deuz ket bet a anaoudegez euz ar ger‐ze? Da genta Moises a lavar: Me a lakai ar jalouzi da zevel enoc’h dre eur bobl ha n’eo ket va fobl; lakaad a rin droug da zevel enoc’h dre eur bobl dibourvez a skiant. |
Pep den a zo foll dre ar pezh a oar ober, pep orfebour en deus mezh eus e skeudenn gizellet, rak an traoù teuzet n'int nemet gaou, n'eus ket a c'hwezhadenn enno.
Hag e hadin anezhi evidon en douar. Hag em bo truez ouzh Lo-Rukama, hag e lavarin: Va fobl, da Lo-Ammi. Hag e lavarint din: Va Doue!
Met e lavaran: Ha n’o deus ket klevet? Er c’hontrol, o mouezh a zo aet dre an douar holl hag o c’homzoù betek pennoù pellañ ar bed.
Me a lavar eta: Ha strebotet o deus evit kouezhañ? N’eo ket! Met ar silvidigezh a zo deuet d’ar baganed dre o lamm, evit lakaat ar warizi da sevel enno.
evit diskouez e reizhder en amzer a-vremañ, en doare da vezañ e-unan reizh ha da reishaat an neb en deus ar feiz eus Jezuz.
Fellout a ra din lavarout penaos, en ho touez, pep hini a lavar: Me a zo da Baol! Ha me da Apolloz! Ha me da Gefaz! Ha me da Grist!
Petra a lavaran eta? Ez eo an idol un dra bennak? Pe ez eo ar pezh a zo aberzhet d’an idol un dra bennak.
Ha n’hoc’h eus ket ho tiez evit debriñ hag evit evañ? Pe e tisprizit Iliz Doue, hag e rit mezh d’ar re n’o deus netra? Petra a lavarin deoc’h? Ho meuliñ a rin? Ne veulan ket ac’hanoc’h evit kement-se.
Gouzout a rit penaos pa oac’h paganed, e oac’h douget d’an idoloù mut, hervez ma oac’h renet.
Hag an dra-mañ a lavaran, breudeur, ar c’hig hag ar gwad ne c’hellont ket kaout rouantelezh Doue da hêrezh, hag ar vreinadurezh n’he deus ket an divreinusted da hêrezh.
Setu ar pezh a lavaran, breudeur, an amzer a zo berr a-vremañ. Ar re o deus ur wreg ra vint evel pa n’o defe ket,
Lakaet o deus ac'hanon da vezañ gwarizius dre ar pezh n'eo ket Doue, lakaet o deus droug da sevel ennon dre o zraoù aner, me o lakaio da vezañ gwarizius dre ar pezh n'eo ket ur bobl, lakaat a rin droug da sevel enno dre ur vroad diskiant,
Rak ni ivez a oa gwechall diskiant, disentus, diheñchet, dindan hon techoù hag hor plijadurioù direizh, o vevañ er fallentez hag en avi, dellezek a gasoni hag o kasaat an eil egile.
c’hwi ha ne oac’h ket gwechall ur bobl met a zo bremañ pobl Doue, c’hwi ha n’ho poa ket kavet trugarez met hoc’h eus kavet bremañ trugarez.