La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Romaned 1:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

a-douez a re-se ez oc’h ivez, c’hwi a zo bet galvet gant Jezuz-Krist,

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

euz an niver a bere ez oc’h ive, c’houi pere a zo bet galvet gant Jesus‐Christ;

Ver Capítulo



Romaned 1:6
16 Referencias Cruzadas  

en hor c’heñver hag en deus galvet, nann hepken a-douez ar Yuzevien met ivez a-douez ar baganed?


Doue a zo feal, drezañ oc’h bet galvet da genunvaniezh e Vab Jezuz-Krist hon Aotrou.


Souezhet on ho pefe dilezet ken buan an hini en deus ho kalvet da c’hras Krist evit heuliañ un aviel all,


Ennañ ivez eo ez omp deuet da vezañ heritourien, o vezañ bet raktonket hervez an diviz eus an hini a ra an holl draoù hervez ma tere ouzh e volontez,


C’hwi, hag a oa gwechall diavaezidi hag enebourien dre ho soñjoù hag hoc’h oberoù fall,


a zo deuet en ho touez evel er bed holl, e-lec’h ma ro frouezh, evel ivez en ho touez abaoe an deiz ma hoc’h eus klevet hag hoc’h eus anavezet gras Doue er wirionez.


evit m’en em renit en un doare dellezek eus Doue a c’halv ac’hanoc’h d’e rouantelezh ha d’e c’hloar.


Ho kalvet en deus da gement-se dre hon Aviel, evit ma vo ganeoc’h gloar hon Aotrou Jezuz-Krist.


en deus hor salvet hag hor galvet dre ur c’halvedigezh santel, nann hervez hon oberoù, met hervez e ziviz e-unan hag hervez e c’hras a zo bet roet deomp e Jezuz-Krist a-raok an amzerioù peurbadus,


Rak-se, breudeur santel o deus lod er c’halvidigezh neñvel, eveshait ouzh an abostol hag ar beleg-meur eus ar feiz a anzavomp, Jezuz-Krist,


Da gement-se eo ez oc’h bet galvet, peogwir Krist ivez en deus gouzañvet poanioù evidoc’h, o lezel deoc’h ur skouer evit ma kerzhot war e lerc’h,


Met c’hwi a zo ur ouenn dibabet, ur velegiezh roueel, ur vroad santel, ur bobl bet prenet, evit embann vertuzioù an hini en deus ho kalvet eus an deñvalijenn d’e sklêrijenn vurzhudus,


Rak-se, breudeur, bezit muioc’h-muiañ aketus da greñvaat ho kalvedigezh hag ho tibaberezh, rak oc’h ober kement-se ne strebotot biken,


Jud, servijer Jezuz-Krist ha breur Jakez, d’ar re a zo bet galvet e Doue an Tad, a zo bet santelaet hag a zo bet miret evit Jezuz-Krist:


Stourm a raint a-enep an Oan hag an Oan o zrec’ho, abalamour ma’z eo Aotrou an aotrounez ha Roue ar rouaned, hag ar re a zo gantañ eo ar re c’halvet ar re zibabet hag ar re feal.