Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 9:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

24 en hor c’heñver hag en deus galvet, nann hepken a-douez ar Yuzevien met ivez a-douez ar baganed?

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

24 var‐n’omp‐ni pere a zo bet galvet ganthan, nann euz a‐douez ar Judevien hep‐ken, mes ive euz adouez ar Jentiled?

Ver Capítulo Copiar




Romaned 9:24
20 Referencias Cruzadas  

Ar walenn ne vo ket pellaet diouzh Juda na bazh al lezenner eus etre e dreid, betek ma teuio ar Shilo, dezhañ sentidigezh ar pobloù!


Ar beorien a zebro hag o devo o gwalc'h, ar re a glask an AOTROU a veulo anezhañ. Ho kalon a vevo da viken!


Klasket on bet gant ar re na'm goulennent ket, kavet on bet gant ar re na'm c'hlaskent ket, lavaret em eus d'ur vroad na oa ket anvet eus va anv: Setu-me amañ, setu-me amañ!


Simon en deus disklêriet penaos en deus Doue sellet ouzh ar baganed, evit dibab en o zouez ur bobl d’e anv.


N’eus diforc’h ebet etre ar Yuzev hag ar Gresian, dre ma o deus holl un hevelep Aotrou, a zo pinvidik evit ar re holl a c’halv anezhañ.


Doue a zo feal, drezañ oc’h bet galvet da genunvaniezh e Vab Jezuz-Krist hon Aotrou.


N’eus ken na Yuzev na Gresian, n’eus ken na sklavour na den frank, n’eus ken na gwaz na gwreg, rak holl emaoc’h unan e Jezuz-Krist.


Amañ n’eus na Gresian na Yuzev, na den amdroc’het na diamdroc’h, na barbar na Skutad, na sklavour na den frank, met Krist a zo holl hag en holl.


Rak-se, breudeur santel o deus lod er c’halvidigezh neñvel, eveshait ouzh an abostol hag ar beleg-meur eus ar feiz a anzavomp, Jezuz-Krist,


Hag an Doue a bep gras, en deus hor galvet d’e c’hloar peurbadus e Jezuz-Krist, goude ma ho po gouzañvet un nebeudig, ho klokaio, ho kreñvaio, ho nerzho, ho lakaio da vezañ divrall.


Eñ a lavaras din: Skriv: Eürus ar re a zo galvet da bred-eured an Oan. Hag e lavaras din: Ar re-se eo gerioù gwirion Doue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos