Met an AOTROU a reas trugarez dezho hag en doe truez outo, hag en em droas etrezek enno, abalamour d'e emglev gant Abraham, Izaak ha Jakob. Ne fellas ket dezhañ o distrujañ, ha, betek bremañ n'en deus ket o zaolet kuit a-zirak e zremm.
Nehemia 9:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Koulskoude, hervez da drugarez vras, ne'c'h eus ket o c'haset da netra, ha ne'c'h eus ket o dilezet, rak te a zo un Doue trugarezus ha truezus. |
Met an AOTROU a reas trugarez dezho hag en doe truez outo, hag en em droas etrezek enno, abalamour d'e emglev gant Abraham, Izaak ha Jakob. Ne fellas ket dezhañ o distrujañ, ha, betek bremañ n'en deus ket o zaolet kuit a-zirak e zremm.
Rak mar distroit d'an AOTROU, ho preudeur hag ho mibien a gavo trugarez e-kichen ar re o deus o zapet evit an harlu, hag e tistroint d'ar vro-mañ, rak an AOTROU ho Toue a zo truezus ha trugarezus, ha ne zistroio ket e zremm diouzhoc'h, mar troit davetañ.
N'eo ket fellet dezho sentiñ ha n'o deus ket bet soñj eus ar burzhudoù az poa graet en o c'heñver. Met e reudjont o gouzoug, hag en o disentidigezh, e tibabjont ur penn evit distreiñ d'ar sklavelezh. Met te a zo un Doue a bardon, trugarezus ha truezus, gorrek da gounnariñ ha fonnus e madelezh, ha ne'c'h eus ket o dilezet.
te, hervez da drugarez vras, ne'c'h eus ket o dilezet er gouelec'h. Ar golonenn a goabrenn ne baouezas ket da vezañ dreisto war an deiz evit o ren dre an hent, hag ar golonenn a dan en noz evit sklêrijennañ an hent a dleent kerzhout warnañ.
Abalamour da'm anv em eus daleet va c'hounnar, abalamour da'm meuleudi en em zalc'han ez keñver, ha ne zistrujan ket ac'hanout.
Evel-henn e komz an AOTROU: An holl vro a vo nemet drasterezh, met ne gasin ket an distruj da benn.
Pignit war he mogerioù ha diskarit anezho, met na gasit ket an distruj da benn, lamit ar brankoù-se rak n'int ket d'an AOTROU.
D'an Aotrou hon Doue eo an drugarez hag ar pardon, rak ni a zo en em savet a-enep dezhañ.
rak an AOTROU da Zoue a zo un Doue trugarezus, na'z tilezo ket ha na'z tistrujo ket, na n'ankounac’haio ket emglev da dadoù, en deus touet dezho.