Hag ar roue a bignas da di an AOTROU gant holl dud Juda hag annezidi Jeruzalem, hag an aberzhourien hag ar brofeded, hag holl bobl adalek ar bihanañ betek ar brasañ. Hag e voe lennet dirazo holl gomzoù levr an emglev a oa bet kavet e ti an AOTROU.
Nehemia 8:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e lennent el levr lezenn Doue ez-fraezh, hag e roent ar ster anezhi, o tisplegañ ar pezh a veze lennet. |
Hag ar roue a bignas da di an AOTROU gant holl dud Juda hag annezidi Jeruzalem, hag an aberzhourien hag ar brofeded, hag holl bobl adalek ar bihanañ betek ar brasañ. Hag e voe lennet dirazo holl gomzoù levr an emglev a oa bet kavet e ti an AOTROU.
Hag an holl bobl a yeas da zebriñ ha da evañ, da gas lodennoù, ha da ober ur fest vras, rak komprenet o doa ar c'homzoù a oa roet da anavezout dezho.
Jezua, Bani, Sherebia, Jamin, Akkub, Shabtai, Hodija, Maaseja, Kelita, Azaria, Jozabad, Hanan, Pelaja, hag al Levited all, a zisplege d'ar bobl al lezenn, hag ar bobl en em zalc'he en o lec'h.
Nehemia ar gouarnour, Ezdra an aberzhour ha skrib, hag al Levited a gelenne ar bobl, hag e lavarjont d'an holl bobl: An deiz-mañ a zo santel evit an AOTROU ho Toue. Na gañvaouit ket, na ouelit ket! Rak an holl bobl a ouele o klevout komzoù al lezenn.
Sevel a rejont en o lec'h, hag e voe lennet e levr lezenn an AOTROU o Doue e-pad ur c'hard eus an deiz. E-pad ur c'hard all ec'h anzavjont hag ec'h azeuljont an AOTROU o Doue.
An AOTROU en deus respontet din o lavarout: Skriv ar weledigezh hag engrav anezhi war daolennoù, evit ma vo lennet aezet.
Hag e tisplegas dezho an holl Skriturioù a gomze diwar e benn adalek Moizez betek an holl brofeded.
Hag e lavarjont an eil d’egile: Hor c’halon ha ne domme ket ennomp, pa gomze ouzhimp en hent ha pa zisklêrie deomp ar Skriturioù?
O vezañ merket un deiz dezhañ, e teujont en niver brasoc’h d’e lojeiz. Hag adalek ar beure betek an noz, e prezegas dezho rouantelezh Doue, o reiñ testeni hag o lakaat anezho da grediñ diwar-benn Jezuz, dre lezenn Moizez ha dre ar brofeded.