Nehemia 8:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ezdra a zigoras al levr dirak an holl bobl, rak dreist an holl bobl e oa. Kerkent ha ma tigoras anezhañ, an holl dud en em zalc'has en o sav. |
Ar roue a droas e zremm, hag a vennigas holl vodadenn Israel. Holl vodadenn Israel a oa en he sav.
Hag e lennas al levr war al leurenn a zo dirak dor an Doureier, adalek gouloù-deiz betek kreisteiz, dirak gwazed ha maouezed, hag an holl re a oa gouest d'e glevout. Divskouarn ar bobl a oa aketus ouzh lennadenn levr al lezenn.
Ezdra ar skrib en em zalc'he war ur savenn goad, a oa bet graet evit kement-se. A-zehou dezhañ e oa Matitia, Shema, Anaia, Uri, Hilkija ha Maaseja; hag a-gleiz e oa Pedaja, Mishael, Malkija, Hashum, Hashbadana, Zakaria ha Meshullam.
Ehud a dostaas outañ. Azezet e oa ar roue e-unan en e gambr fresk, hag Ehud a lavaras: Ur gomz am eus a-berzh Doue evidout. Ar roue a savas diwar e gador.