An AOTROU a lavaras da Voizez: Komz ouzh Aaron da vreur ma ne d-aio ket e pep amzer el lec’h santel, en diabarzh ar ouel, dirak al lec’h-a-drugarez a zo war an arc’h, gant aon na varvfe, rak en em ziskouezin er goabrenn war al lec’h-a-drugarez.
An AOTROU a lavaras ar c'homzoù-se d'an holl vodadenn war ar menez a-greiz an tan, ar c'houmoul hag an deñvalijenn, dre ur vouezh kreñv, ha netra ouzhpenn. Hag e skrivas anezho war ziv daolenn vaen a roas din.
N’hoc’h eus ket tostaet ouzh ur menez a c’helled stekiñ hag a oa devet dre an tan, nag ouzh ar goabrenn, nag ouzh an deñvalijenn, nag ouzh ar gorventenn,