Paeet o doa anezhañ evit lakaat ac'hanon d'ober evel-se dre aon ha da bec'hiñ. Hag o vezañ saotret va anv, o dije gellet va goleiñ a vezh.
Nehemia 6:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Zoken e lavarent vad diwar e benn dirazon, hag ec'h adlavarent dezhañ va c'homzoù. Tobija a gase lizheroù da'm spontañ. |
Paeet o doa anezhañ evit lakaat ac'hanon d'ober evel-se dre aon ha da bec'hiñ. Hag o vezañ saotret va anv, o dije gellet va goleiñ a vezh.
Rak kalz a dud eus Juda a oa en em ereet outañ dre le, dre ma oa mab-kaer Shekania mab Arak, ha ma oa Jokanan e vab dimezet da verc'h Meshullam mab Berekia.
A-dra-sur, int holl a glaske hor spontañ en ur lavarout: O daouarn a skuizho o labourat, en doare na vo ket graet an oberenn. Bremañ eta, kreñva va daouarn!
Evel-se, ar voger a zo bet adsavet, lakaet em eus stalafioù an dorojoù, lakaet eo bet en o c'hargoù ar borzhierien, ar ganerien hag al Levited,
Ma vijec’h eus ar bed, ar bed a garje ar pezh a vije dezhañ. Met abalamour ma n’oc’h ket eus ar bed ha ma em eus ho tibabet a-douez ar bed, abalamour da-se eo e kasa ar bed ac’hanoc’h.
Ar bed ne c’hell ket ho kasaat, met kasaat a ra ac’hanon, abalamour ma roan testeni anezhañ penaos eo fall e oberoù.