Hag unan eus mibien Jojada mab Eliashib, an aberzhour-meur, a oa mab-kaer da Samballad an Horonad; ha me en kasas kuit diouzh va c'hichen.
Nehemia 6:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned En deizioù-se, re vras Juda a gase lizheroù ha lizheroù da Dobija, ha Tobija a gase ivez dezho. |
Hag unan eus mibien Jojada mab Eliashib, an aberzhour-meur, a oa mab-kaer da Samballad an Horonad; ha me en kasas kuit diouzh va c'hichen.
en o c'hichen e tresas an Dekoatiz. Met ar re vras en o zouez n'en em renkjont ket da servij o aotrou.
Kemer a ris ar mennozh start da c'hourdrouz ar re vras hag ar renerien, hag e lavaris dezho: Prestañ a rit war gampi an eil d'egile! Hag e c'halvis a-enep dezho ur vodadeg vras.
Pa glevas hon holl enebourien kement-se, pa welas an holl vroadoù a oa en-dro deomp an dra-se, e voent holl digalonekaet, hag ec'h anzavjont e oa bet graet al labour-se dre hon Doue.
Rak kalz a dud eus Juda a oa en em ereet outañ dre le, dre ma oa mab-kaer Shekania mab Arak, ha ma oa Jokanan e vab dimezet da verc'h Meshullam mab Berekia.