Jozef a c'hourc'hemennas d'e servijerien, ar vedisined, balzamañ e dad hag ar vedisined a valzamas Israel.
Nehemia 3:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned En o c'hichen e tresas Uziel mab Harhaja, a-douez an orfebourien. En e gichen e tresas Hanania, a-douez ar borfumerien. Lezel a rejont al lodenn eus Jeruzalem betek ar voger Ledan. |
Jozef a c'hourc'hemennas d'e servijerien, ar vedisined, balzamañ e dad hag ar vedisined a valzamas Israel.
An eil laz-kanañ a yeas d'an tu all, ha me war e lerc'h, gant un hanter eus an dud, war ar voger dreist tour ar Fornioù, betek ar voger Ledan,
Ober a ri ganto un eoul evit an oleviadur santel, ur mesk a c’hwezh-vat graet hervez ijin ar fronder. Hennezh a vo an eoul evit an oleviadur santel.
Ar c'helien marv a vrein hag a laka da verviñ eoul ar fronder; evel-se e ra un nebeud a follentez e-keñver an hini a zo prizet evit e furnez hag e c'hloar.
Skuilhañ a reont aour eus o yalc'h hag e pouezont arc'hant gant ar valañs, paeañ a reont un orfebour d'ober un doue, hag ec'h azeulont anezhañ hag e stouont dirazañ.