Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ar Prezeger 10:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Ar c'helien marv a vrein hag a laka da verviñ eoul ar fronder; evel-se e ra un nebeud a follentez e-keñver an hini a zo prizet evit e furnez hag e c'hloar.

Ver Capítulo Copiar




Ar Prezeger 10:1
11 Referencias Cruzadas  

Jehu mab ar gwelour Hanani a yeas en arbenn d'ar roue Jozafad, hag e lavaras dezhañ: Hag eo ret sikour un den fall? Enebourien an AOTROU eo a garez? En abeg da-se an AOTROU a zo kounnaret a-enep dit.


Ha n'eo ket e kement-se e pec'has Salomon roue Israel? E-touez broadoù niverus n'eus ket bet ur roue eveltañ, karet e oa gant e Zoue, ha Doue en doa e lakaet da roue war Israel holl, ha koulskoude ar gwragez estren a reas dezhañ pec'hiñ.


Paeet o doa anezhañ evit lakaat ac'hanon d'ober evel-se dre aon ha da bec'hiñ. Hag o vezañ saotret va anv, o dije gellet va goleiñ a vezh.


Pounneroc'h eget traezh ar mor e vefent! Setu perak eo diskiant va c'homzoù.


Ober a ri ganto un eoul evit an oleviadur santel, ur mesk a c’hwezh-vat graet hervez ijin ar fronder. Hennezh a vo an eoul evit an oleviadur santel.


Gwelloc'h eo ar furnez eget ar binvioù-brezel, met ur pec'her hepken a laka koll madoù bras.


Mar doug unan bennak kig santelaet e pleg e vantell, ha ma stok gant ar vantell-se ouzh bara, pe ouzh ur meuz poazhet, pe gwin, pe eoul, pe ur boued bennak, daoust hag-eñ e teu an dra-se da vezañ santel? An aberzhourien a respontas o lavarout: Ne zeu ket.


Agge a lavaras: Mar stok an hini a zo dic'hlan evit unan marv ouzh an traoù-se, daoust hag-eñ e vint dic'hlan an draoù-se? An aberzhourien a respontas o lavarout: Dic'hlan e vint.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos