2 Ar fur en deus e galon a-zehou, met an diskiant en deus e galon a-gleiz.
Ar furnez eus un den ijinus eo lakaat evezh ouzh e hent, met sotoni an amoeded a zo touellerezh.
Muzelloù ar fur a had an anaoudegezh, met n'eo ket evel-se gant kalon ar sodien.
Petra a servij ar priz e dorn an amoed evit prenañ furnez, pa vank ar galon?
Mard eo dallet an houarn ha ma n'eo ket bet lemmet e zroc'h, e ranko kreskiñ div wech e nerzh. Met ar furnez he deus ar gounid da reiñ ampartiz.
An den diskiant a liesa ar c'homzoù, koulskoude ne oar ket an den ar pezh a c'hoarvezo gantañ. Piv a zisklêrio dezhañ ar pezh a vo war e lerc'h?
Kement a gav da zorn d'ober, gra-eñ hervez da c'halloud, rak n'eus na labour, na soñj, na anaoudegezh, na furnez e lec'h ar marv m'emaout o vont.
Lakaat a raio an deñved a-zehou dezhañ hag ar bouc’hed a-gleiz.
Met klaskit da gentañ rouantelezh Doue hag e reizhder, hag an holl draoù-se a vo roet deoc’h ouzhpenn.
Mar d-oc’h eta adsavet da vev gant Krist, klaskit traoù an nec’h, e-lec’h ma emañ Krist azezet a-zehou da Zoue.