Nehemia 3:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned En o c'hichen e tresas Jedaja mab Harumaf dirak e di. En e gichen e tresas Hattush mab Hashabnia. |
War o lerc'h e tresas Benjamin hag Hashub dirak o zi. War o lerc'h e tresas Azaria mab Maaseja mab Anania e-kichen e di.
Hag al Levited Jezua, Kadmiel, Bani, Hashabnia, Sherebia, Hodija, Shebania ha Petakja a lavaras: Savit, bennigit an AOTROU ho Toue a holl viskoazh da holl viken! Ra vo benniget da anv glorius, a zo savet uheloc'h eget pep bennozh ha pep meuleudi!