En em lakaat a reas da glask Doue e-pad buhez Zakaria, un den a gomprene gweledigezhioù Doue. Hag e-keit ha ma klaskas an AOTROU, Doue a roas berzh dezhañ.
Nehemia 2:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e respontis dezho o lavarout: Doue an neñvoù e-unan a raio deomp ober berzh! Ni, e servijerien, ni a savo hag a vañsono, met c'hwi n'hoc'h eus na lod, na gwir, na eñvor e Jeruzalem. |
En em lakaat a reas da glask Doue e-pad buhez Zakaria, un den a gomprene gweledigezhioù Doue. Hag e-keit ha ma klaskas an AOTROU, Doue a roas berzh dezhañ.
Met Zorobabel, Jezua hag ar pennoù tadoù all eus Israel a lavaras dezho: N'eo ket dereat e savfemp, c'hwi ha ni, un ti d'hon Doue. Met ni hon-unan en savo d'an AOTROU Doue Israel, evel m'en deus gourc'hemennet deomp Kiruz roue Persia.
Pa glevis ar c'homzoù-se, ec'h azezis da ouelañ, hag e ris kañv meur a zevezh, en ur yunañ hag en ur bediñ dirak Doue an neñvoù,
Holl servijerien ar roue ha pobl proviñsoù ar roue a anavez ez eus ul lezenn penaos piv bennak, den pa maouez, a ya e ti ar roue, e leurenn an diabarzh, hep bezañ bet galvet, a zo lakaet d'ar marv, nemet ec'h astenn dezhañ ar roue e vazh aour, rak a-gement-se e c'hell bevañ. Ha me n'on ket bet galvet da di ar roue abaoe tregont devezh.
Ra gano ha ra drido a levenez ar re a laouena em reizhadur! Ha ma lavarint hep paouez: Kanmeulet ra vo an AOTROU, en em blij e peoc'h e servijer.
Rak ne gavez ket plijadur en aberzhoù, anez e rofen dit. Met al loskaberzhoù ne blijont ket dit.
Evel-se Aaron a zougo anvioù mibien Israel war gwisk-bruched ar varn, war e galon, pa'z aio el lec'h santel, evel un eñvor dirak an AOTROU , dalc'hmat.
Mat eo derc'hel soñj eus kement-mañ ha chom hep tennañ e zorn diouzh kement-se, rak an neb a zouj Doue a ya kuit eus pep tra.
e roin em zi hag e-barzh va mogerioù ul lec'h hag un anv gwelloc'h eget mibien ha merc'hed, me a roio dezho un anv peurbadus na vo ket lamet kuit.
E degas a raio d’an aberzhourien, mibien Aaron; kemer a raio un dornad flour bleud gant eoul ha gant an holl ezañs; an aberzhour a lakaio an eñvor a gement-se da vogediñ war an aoter. Ur prof graet dre an tan e vo, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.
Lakaat a ri ezañs glan war bep renkad, hag e vo un eñvor war ar bara, evel ur prof graet dre an tan d’an AOTROU.
Hag ar c'hurunennoù a vo evit Helem, evit Tobija, evit Jedaja hag evit Hen mab Sofonia, evel un eñvor e templ an AOTROU.
En ho tevezhioù a levenez, en ho kouelioù, e penn-kentañ ho mizioù, e sonot gant an trompilhoù war ho loskaberzhoù ha war hoc'h aberzhoù a drugarekadennoù, hag e lakaint ac'hanoc'h da vezañ eñvoret en ho Toue. Me eo an AOTROU ho Toue.
hag a lavaras: Korneli, da bedenn a zo bet selaouet ha Doue en deus bet soñj eus da aluzenoù.
O sellout pizh outañ ha gwall spouronet, e lavaras: Petra’ zo, Aotrou? Hag e lavaras dezhañ: Da bedennoù ha da aluzenoù a zo pignet evel un eñvoradur dirak Doue.