La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Nehemia 2:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Hag e lavaris dezho: Gwelout a rit ar gwalleur ez omp ennañ, penaos eo Jeruzalem gwastet hag he dorojoù devet dre an tan. Deuit, adsavomp moger Jeruzalem, ha ne vimp ken en dismegañs.

Ver Capítulo



Nehemia 2:17
23 Referencias Cruzadas  

Rak ni a zo sklaved, ha koulskoude hon Doue n'en deus ket hol lezet er sklavelezh, met lakaet en deus ac'hanomp da gavout trugarez dirak rouaned Persia, o reiñ deomp buhez evit sevel ti hon Doue, adsevel e rivinoù, hag evit reiñ deomp ur voger e Juda hag e Jeruzalem.


Hag e lavarjont din: Ar restad o vezañ achapet eus an harlu a zo aze er proviñs, en ur reuzeudigezh bras hag en dismegañs; mogerioù Jeruzalem a zo diskaret hag he dorojoù a zo bet devet dre an tan.


Mont a ris eta d'an noz dre zor an Draonienn, hag ez is war-zu feunteun an Aerouant ha dor an Teil, en ur sellout ouzh mogerioù Jeruzalem a oa diskaret hag ouzh he dorojoù bet devet dre an tan.


Hag ar renerien ne ouient ket pelec'h e oan aet na petra a raen. Ne'm boa lavaret netra betek neuze, na d'ar Yuzevien, na d'an aberzhourien, na d'ar re vras, na d'ar renerien, na d'an nemorant a rae al labourioù.


Shallum mab Kolhoze, rener bann Mizpa, a zresas dor ar Feunteun; hec'h adsevel a reas, he goleiñ, hag e lakaas he stalafioù, he morailhoù hag he frennoù. Hag e reas moger stank Shela, tost ouzh liorzh ar Roue, betek ar skalieroù a ziskenn eus kêr David.


Rak da servijerien a gar he mein, hag o deus truez ouzh he foultrenn.


Gwerzhañ a rez da bobl evit netra, hag e lakaez anezho e dister briz.


Hol lakaat a rez da vezañ dismegañset gant hon amezeien, goapaerezh ha c'hoariell ar re a zo en-dro deomp.


Ro d'hon amezeien seizh gwech muioc'h en o bruched, an dismegañs o deus graet dit, Aotrou!


Bet omp en dismegañs d'hon amezeien, ur goapaerezh hag ur c'hoariell d'ar re a zo en-dro deomp.


Hag e rin dezho bezañ ur spont evit o gwalleur, dre holl rouantelezhioù an douar, evit bezañ un dismegañs, ur flemmadenn, ur c'hoapadenn, ur vallozh, en holl lec'hioù ma em bo o c'haset.


An Aotrou en deus distrujet, didruez, holl lec'hioù plijus Jakob. Diskaret en deus, en e fulor, kreñvlec'hioù merc'h Juda, o zaolet en deus d'an douar. Disakret en deus ar rouantelezh hag he fennoù.


Va lagad a ro enkrez da'm ene en abeg da holl verc'hed va c'hêr.


Ober a rin ac'hanout un distruj, un dismegañs e-touez ar broadoù a zo en-dro dit, dirak daoulagad an holl dremenidi.


En deiz ma vo savet da vogerioù, en deiz-se da harzoù a vo pellaet.


Met Nakash an Ammonad a respontas dezho: En em glevout a rin ganeoc'h gant ma toullin deoc'h-holl ho lagad dehoù, hag e lakain an dismegañs-se war holl Israel.