Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Klemmganoù 3:51 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

51 Va lagad a ro enkrez da'm ene en abeg da holl verc'hed va c'hêr.

Ver Capítulo Copiar




Klemmganoù 3:51
14 Referencias Cruzadas  

Rak penaos e pignfen da gavout va zad ma n'emañ ket ar bugel ganin? O! Gant na welin ket glac'har va zad!


setu perak eta evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da gastizañ anezho: an dud yaouank a varvo dre ar c'hleze, o mibien hag o merc'hed a varvo dre an naonegezh,


Hag ar bobl a brofedont dezhi a vo taolet e straedoù Jeruzalem dre an naonegezh ha dre ar c'hleze, ha ne vo den da sebeliañ anezho, nag int nag o gwragez nag o mibien nag o merc'hed, hag e skuilhin warno o drougiezh.


Mard an d'ar parkeier, setu tud toullet gant ar c'hleze, mar deuan e kêr, setu tud o vervel gant an naon. Ar profed zoken hag an aberzhour a red dre ar vro, hep anavezout da belec'h ez eont.


Hag e lakain anezho da zebriñ kig o mibien ha kig o merc'hed, hag e tebrint kig an eil egile e-pad ar seziz, en enkrez ma vint kaset ennañ gant o enebourien ha gant ar re a glask o buhez.


An AOTROU a zo reizh, rak ez on bet disent ouzh e c'henoù. Pobloù, selaouit holl, gwelit va glac'har. Va gwerc'hezed ha va zud yaouank a zo bet harluet.


Va daoulagad a zo faezh gant an daeroù, va c'hreizon a verv. Va avu en em stlabez war an douar en abeg da c'houli merc'h va fobl. Ar bugaligoù hag ar magadelloù a sempl war leurioù kêr.


An den yaouank hag an den kozh a zo gourvezet war an douar er straedoù. Va gwerc'hezed ha va re zibabet a zo kouezhet dre ar c'hleze. Lazhet ec'h eus da zeiz da gounnar, mouget ec'h eus didruez.


ken na sello an AOTROU ha na welo eus an neñvoù.


Ar re a zo va enebourien hep abeg o deus va chaseet evel ul labous.


Gwallet o deus ar maouezed e Sion hag ar gwerc'hezed e kêrioù Juda.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos