52 Ar re a zo va enebourien hep abeg o deus va chaseet evel ul labous.
Va c'helc'hiañ a reont gant komzoù a gasoni, hag e reont din ar brezel hep abeg.
D'ar mestr-kaner; salm David. En em dennet on da gavout an AOTROU. Penaos eta e lavarit da'm ene: Tec'h d'ho menez evel ul labous?
Ar re vras o deus va heskinet hep abeg, met va c'halon n'he deus ket aon, nemet rak da gomzoù.
Hon ene en deus tec'het kuit evel ul labous eus roued al labousetaer. Torret eo bet ar roued, ha ni hon eus tec'het kuit.
Ra ne laouenaio ket diwar va fenn va enebourien disleal, ra ne wigno ket gant o lagad ar re am c'hasa hep abeg!
Rak hep abeg o deus stegnet o roued a-enep din war ur poull, hep abeg o deus e doullet evit lemel diganin va buhez.
Skuizh on o krial, va gouzoug a zo disec'het, va daoulagad en em guzum o c'hortoz va Doue.
Jeremiaz a lavaras d'ar roue Sedesia: E petra em eus pec'het a-enep dit, a-enep da servijerien hag a-enep ar bobl-mañ, evit va lakaat en toull-bac'h?
Va lagad a ro enkrez da'm ene en abeg da holl verc'hed va c'hêr.
Met kement-se a zo evit ma vo peurc’hraet ar ger a zo skrivet en o lezenn: Va c’hasaet o deus hep abeg.