Tapout a rejont Jeremiaz hag e taoljont anezhañ e puñs Malkija mab Hammelek, en em gave e porzh an toull-bac'h. Hag e tiskennjont Jeremiaz gant kerdin ennañ; ne oa ket a zour er puñs met fank, ha Jeremiaz a sankas er fank.
O aotrou roue! An dud-se o deus graet fall e kement tra o deus graet d'ar profed Jeremiaz, en ur deurel anezhañ er puñs. Mervel a raio gant an naon el lec'h-mañ, pa n'eus ken a vara e kêr.
Hag e voe degaset ur maen a voe lakaet war digor ar foz, hag ar roue a siellas anezhañ gant e walenn ha gant gwalenn e re vras, evit na vefe kemmet netra e-keñver Daniel.