Benniget ra vo an AOTROU, Doue hon tadoù, en deus lakaet kement-se e kalon ar roue evit enoriñ ti an AOTROU a zo e Jeruzalem,
Nehemia 2:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze e savis d'an noz, gant hiniennoù eus an dud, met ne zisklêriis da zen ar pezh en doa va Doue lakaet em c'halon d'ober da Jeruzalem. Ne oa ganin loen ebet nemet an hini ma oan warnañ. |
Benniget ra vo an AOTROU, Doue hon tadoù, en deus lakaet kement-se e kalon ar roue evit enoriñ ti an AOTROU a zo e Jeruzalem,
Mont a ris eta d'an noz dre zor an Draonienn, hag ez is war-zu feunteun an Aerouant ha dor an Teil, en ur sellout ouzh mogerioù Jeruzalem a oa diskaret hag ouzh he dorojoù bet devet dre an tan.
Rak ne gavez ket plijadur en aberzhoù, anez e rofen dit. Met al loskaberzhoù ne blijont ket dit.
Met setu an emglev a ziazezin gant ti Israel goude an deizioù-se, eme an AOTROU: Lakaat a rin va lezenn en o c'hreizon hag e skrivin anezhi war o c'halon, hag e vin o Doue hag e vint va fobl.
Hag e tiazezin ganto un emglev peurbadus, ne zistroin ket diouto, ober a rin vad dezho, va doujañs a lakain en o c'halon, evit na zistroint ket diouzhin.
Na gred ket ur mignon, na fizi ket ez kenseurt nesañ, diwall da zigeriñ da c'henoù dirak an hini a gousk war da askre.
Setu, e kasan ac’hanoc’h evel deñved e-touez ar bleizi, bezit eta evezhiek evel naered ha eeun evel koulmed.
Eñ, o vezañ savet, a gemeras ar bugel bihan hag e vamm e-pad an noz, hag en em dennas en Ejipt.
Rak Doue en deus lakaet en o c’halonoù da gas da benn e venoz ha da gaout an hevelep menoz, da reiñ o rouantelezh d’al loen betek ma teuio gerioù Doue da vezañ peurc’hraet.
Gedeon a gemeras dek gwaz e-touez e servijerien, hag e reas evel m'en doa lavaret an AOTROU. Hag evel m'en doa aon rak ti e dad ha tud kêr ma rafe kement-se e-pad an deiz, henn reas da noz.
Bremañ eta, sav e-pad an noz, te hag ar bobl a zo ganit, hag en em laka e spi war ar maez;