Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 17:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Rak Doue en deus lakaet en o c’halonoù da gas da benn e venoz ha da gaout an hevelep menoz, da reiñ o rouantelezh d’al loen betek ma teuio gerioù Doue da vezañ peurc’hraet.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

17 Rag Doue hen deuz lakeat en ho c’halonou ober he volontez, ha kaoud ar memeus mennoz, ha rei ar rouantelez d’al loen, bete ma vezo accomplisset komzou Doue.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 17:17
28 Referencias Cruzadas  

Benniget ra vo an AOTROU, Doue hon tadoù, en deus lakaet kement-se e kalon ar roue evit enoriñ ti an AOTROU a zo e Jeruzalem,


Goude e cheñchas o c'halon, kement ken e kasajont e bobl, hag e rejont gaou bras d'e servijerien.


Bez' ez eus soñjoù diniver e kalon an den, met kuzul an AOTROU a chomo digemm.


Kalon ar roue a zo e dorn an AOTROU evel un dour-red, he zreiñ a ra da gement a fell dezhañ.


Israel a zo salvet dre an AOTROU, gant ur silvidigezh peurbadus. Ne viot na mezhek na pinous, biken.


Hag e tiazezin ganto un emglev peurbadus, ne zistroin ket diouto, ober a rin vad dezho, va doujañs a lakain en o c'halon, evit na zistroint ket diouzhin.


Hag e klevis an den gwisket gant lin a oa dreist doureier ar stêr; sevel a reas e zorn dehou hag e zorn kleiz etrezek an neñvoù, hag e touas dre an Hini a vev da viken, e vo a-benn un amzer hag amzerioù hag un hanter-amzer; ha pa vo echuet da stlabezañ nerzh ar bobl santel, an holl draoù-se a vo kaset da benn.


Evit ar pezh a zo eus Mab an den, mont a ra evel ma’z eo merket, met gwalleur d’an den-se ma’z eo droukroet drezañ!


Satan a antreas e Judaz lesanvet Iskariod, unan eus an daouzek.


Rak me a lavar deoc’h, ret eo c’hoazh d’ar pezh a zo skrivet bezañ peurc’hraet ennon: Lakaet eo bet e renk an dorfedourien. Hag emañ o vont da c’hoarvezout ar pezh a sell ouzhin.


Mar he deus galvet doueed ar re ma oa bet kaset dezho ger Doue, hag ar Skritur ne c’hell ket bezañ torret,


Ne gomzan ket ac’hanoc’h holl. Gouzout a ran ar re am eus dibabet. Met ret eo d’ar Skritur bezañ peurc’hraet: An hini a zebr bara ganin en deus savet e droad em enep.


Da ziwezh ar goan, an diaoul o vezañ lakaet dija e kalon Judaz Iskariod mab Simon ar soñj d’e zroukreiñ,


Lavarout a rejont eta etrezo: Na lodennomp ket anezhi met taolomp ar sord da biv e vo. Evel-se e voe evit ma vije peurc’hraet ar gomz-mañ eus ar Skritur: Lodennet o deus va dilhad ha taolet o deus va sae d’ar sord. Setu ar pezh a reas ar soudarded.


Goude-se, Jezuz, o welout penaos e oa kaset holl da benn, a lavaras, evit ma vije peurc’hraet ar Skritur: Sec’hed am eus.


Grasoù ra vo rentet da Zoue rak lakaet en deus an hevelep gred evidoc’h e kalon Tit,


met en deizioù ma vo klevet mouezh ar seizhvet ael, pa grogo gant seniñ, mister Doue a vo peurc’hraet, evel m’en doa disklêriet d’e servijerien ar brofeded.


Gwelout a ris en neñv ur sin all bras ha souezhus: seizh ael a zalc’he ar seizh gouli diwezhañ, rak drezo eo kaset da benn kounnar Doue.


An hevelep menoz o deus hag e roint o nerzh hag o galloud d’al loen.


Eñ a lavaras din: Skriv: Eürus ar re a zo galvet da bred-eured an Oan. Hag e lavaras din: Ar re-se eo gerioù gwirion Doue.


Da bep hini anezho e voe roet saeoù gwenn. Lavaret e voe dezho gortoz c’hoazh un nebeud amzer, betek ma vo peurc’hraet an niver eus o c’henseurted a servij hag o breudeur a dle bezañ lakaet d’ar marv evelto.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos