Hag ez is da zor ar Feunteun hag etrezek stank ar Roue, met ne oa lec'h ebet ma c'hellfe tremen drezañ al loen dindanon.
Nehemia 12:37 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag ouzh dor ar Feunteun, a-dal dezho, e pignjont diri kêr David, dre savenn ar voger, dreist ti David, betek dor an Doureier war-zu ar sav-heol. |
Hag ez is da zor ar Feunteun hag etrezek stank ar Roue, met ne oa lec'h ebet ma c'hellfe tremen drezañ al loen dindanon.
An Netiniz a oa o chom war ar grec'henn a zresas war-zu ar sav-heol, betek dor an Doureier hag an tour a zo en baleg.
An holl bobl en em zastumas evel un den hepken war al leurenn a zo dirak dor an Doureier. Hag e lavarjont da Ezdra ar skrib degas levr lezenn Moizez, he doa kemennet an AOTROU da Israel.
Neuze ar bobl a yeas er-maez hag a zegasas ar skourroù, hag e rejont logelloù, pep hini war e doenn hag er porzhioù, ha war leurennoù ti Doue, ha war leurenn dor an Doureier, ha war leurenn dor Efraim.
Hag e lennas al levr war al leurenn a zo dirak dor an Doureier, adalek gouloù-deiz betek kreisteiz, dirak gwazed ha maouezed, hag an holl re a oa gouest d'e glevout. Divskouarn ar bobl a oa aketus ouzh lennadenn levr al lezenn.