Nehemia 11:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Petakja mab Meshezabeel, a-douez mibien Zerak, mab Juda, a oa kefrediour ar roue evit holl aferioù ar bobl. |
Mibien Juda: Er, Onan, Shela, Perez, Zerak, met Er hag Onan a varvas e bro Ganaan. Mibien Perez a voe Hezron hag Hamul.
Benaja mab Jehojada a oa penn ar Geretiz hag ar Beletiz, mibien David a oa ar re gentañ e-kichen ar roue.
rak o lec'h a oa bezañ e-kichen mibien Aaron evit servij ti an AOTROU ; karget e oant eus al leurennoù hag eus ar c'hambroù, eus glanidigezh an holl draoù santel, eus labour ar servij e ti Doue,
En o c'hichen e tresas Meremod mab Uri, mab Koz, en o c'hichen e tresas Meshullam mab Berekia, mab Meshezabeel, en o c'hichen e tresas Zadok mab Baana,
Mibien Juda hervez o ziegezhioù: Shela ha tiegezh ar Shelaniz, Perez ha tiegezh ar Bereziz, Zerak ha tiegezh ar Zerakiz.
Juda, eus Tamar, a voe tad da Farez ha Zara. Farez a voe tad da Ezrom. Ezrom a voe tad da Aram.