hag ar maen-mañ am eus lakaet en e sav evel ur peul a vo ti Doue; hag eus kement a roi din, e roin dit an deog gant lealded.
Nehemia 10:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e lakajomp evidomp hon-unan gourc'hemennoù, o kargañ ac'hanomp da reiñ bep bloaz an drederenn eus ur sikl evit servij ti hon Doue, |
hag ar maen-mañ am eus lakaet en e sav evel ur peul a vo ti Doue; hag eus kement a roi din, e roin dit an deog gant lealded.
gouestlet o doa an traoù-se a zeue eus ar brezelioù hag eus ar preizhoù evit kenderc'hel ti an AOTROU .
En deizioù-se e welis e Juda tud a jaodre er waskerell d'ar sabad, ha reoù all a zegase herdin, a samme o ezen gant gwin, rezin, fiez ha traoù all, hag o degase da Jeruzalem e deiz ar sabad. Ober a ris rebechoù dezho, diwar-benn an deiz ma werzhent o zraoù.
Ho tadoù, ha n'o deus ket graet an hevelep tra? Ha n'eo ket en abeg da-se en deus kaset Doue an holl walleur-mañ warno ha war ar gêr-mañ? Ha c'hwi a gresk adarre e fulor a-enep Israel o tisakrañ ar sabad.
Hag e c'hourdrouzis anezho, hag e lavaris dezho: Perak e tremenis an noz dirak ar voger? Ma adkrogit, e lakain va dorn warnoc'h. Adalek an deiz-se, na zeujont ken d'ar sabad.
Me ivez, va breudeur ha va servijerien, hon eus prestet dezho arc'hant hag ed. Dilezomp, me ho ped, an dle-se.
Desket ec'h eus dezho da sabad santel, ha kemennet gourc'hemennoù, reolennoù hag al lezenn dre Voizez da servijer.
Met d'ar seizhvet e lakai anezhañ da ehanañ hag e lezi anezhañ da ziskuizhañ. Peorien da bobl a zebro e frouezh ha loened ar parkeier a zebro ar pezh a vano. Ober a ri an hevelep tra da'z kwinienn ha da'z olivezeg.
Rak mar d-emañ ar gred ganeoc’h, ez eo plijus hervez ar pezh a zo ha nann hervez ar pezh n’eus ket.