Salm Azaf. Doue, an AOTROU Doue, en deus komzet ha galvet an douar, eus ar sav-heol betek ar c'huzh-heol.
Mika 6:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Selaouit bremañ ar pezh a lavar an AOTROU: Sav, breuta da gaoz dirak ar menezioù, ra glevo ar c'hrec'hennoù da vouezh! |
Salm Azaf. Doue, an AOTROU Doue, en deus komzet ha galvet an douar, eus ar sav-heol betek ar c'huzh-heol.
Selaouit, o neñvoù, ro da skouarn, o douar! Rak an AOTROU a gomz: Maget em eus mibien hag o desavet em eus, met en em savet int em enep.
Mab an den, profediñ a ri diwar-benn menezioù Israel, hag e lavari: Menezioù Israel, selaouit ouzh komz an AOTROU:
Ha c'hwi menezioù Israel, e lakaiot ho skourroù da greskiñ hag e roiot ho frouezh evit va fobl Israel, rak an traoù-se a zo prest d'en em gavout.
Hag e lavaras din: Mab an den, profediñ a ri war an eskern-se hag e lavari: Eskern disec'het, selaouit ouzh komz an AOTROU.
Lavar: Menezioù Israel, selaouit komz an Aotrou AOTROU. Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU d'ar menezioù ha d'ar c'hrec'hiennoù, d'ar stêrioù ha d'an traoniennoù: Setu me amañ, hag e lakain ar c'hleze da zont warnout, hag e tistrujin hoc'h uhellec'hioù.
Selaouit ar gomz-mañ en deus disklêriet an AOTROU a-enep deoc'h, mibien Israel, a-enep an holl diegezhioù am eus lakaet da bignat eus bro Ejipt o lavarout:
Selaouit, c'hwi holl bobloù! Bez evezhius, douar gant kement a zo ennout! Ra vo an Aotrou AOTROU test a-enep deoc'h, an Aotrou eus templ e santelezh.
Ar menezioù a deuz dindanañ, an traoniennoù a zigor, evel koar dirak an tan, evel doureier o redek en un dinaou.
Selaouit, menezioù, prosez an AOTROU, ha c'hwi diazezoù start an douar! Rak an AOTROU en deus ur prosez gant e bobl, hag e fell dezhañ breutaat a-enep Israel.
e kemeran an neñvoù hag an douar da dest en hoc'h enep, penaos e viot distrujet buan a-ziwar c'horre ar vro emaoc'h o vont da berc'hennañ en tu all d'ar Jordan, ne hiraiot ket ho teizioù eno, met mont a reot prim da goll.
Bremañ en em zalc'hit amañ, hag e varnin ac'hanoc'h dirak an AOTROU diwar-benn an holl vadoberoù en deus graet an AOTROU deoc'h ha d'ho tadoù.
Samuel a lavaras da Saül: Paouez! Hag e tisklêrin dit ar pezh en deus lavaret an AOTROU din en noz-mañ. Hag e lavaras dezhañ: Komz!