La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Mazhev 9:36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

O welout an holl dud-se, en doe truez outo abalamour ma oant skuizh ha dianket, evel deñved hep mesaer.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Hag o velet an holl bobl‐ze, hen doe truez outhe, abalamour ma oant skuiz ha dianket, evel denved hep pastor.

Ver Capítulo

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

E huélet en tolp tud‐cé en helié, Jesus en doé bet truhé doh‐t‐hai, rac ma oént scuéh ha ma oént gourvet arh en douar él devèd hemb bugul.

Ver Capítulo



Mazhev 9:36
18 Referencias Cruzadas  

Hag e respontas: Gwelet em eus holl Israel a-stlabez dre ar menezioù, evel un tropell deñved hep mesaer, hag an AOTROU en deus lavaret: An dud-se n'o deus mestr ebet, ra zistroio pep hini d'e di e peoc'h.


Hag e respontas: Gwelet em eus holl Israel a-stlabez dre ar menezioù, evel un tropell deñved hep mesaer, hag an AOTROU en deus lavaret: An dud-se n'o deus mestr ebet, ra zistroio pep hini d'e di e peoc'h.


Evel un heizez spontet, evel un tropell ha n'eus den d'e zastum, pep hini a droio e zremm etrezek e bobl, pep hini a dec'ho d'e vro.


Va fobl a zo bet evel deñved dianket, o mesaerien o deus kollet anezho, hag o deus graet dezho kantren dre ar menezioù. Aet int eus ur menez d'ur c'hrec'h, hag o deus disoñjet o c'hraou.


Rak an terafim o deus komzoù gaouiat, an divinourien o deus gwelet ar gaou, ober a reont hunvreoù aner, hag e roont ur frealz a netra. Setu perak ez eont kuit evel un tropell deñved, hag ez int glac'haret dre vank a vêsaer.


Rak setu ez an da sevel er vro ur mêsaer na welo ket ar re a ya da goll, na glasko ket ar re a zo yaouank, na bareo ket ar re a zo gouliet, na vesaio ket ar re a zo yac'h. Met debriñ a raio a re lartañ, hag e tiframmo diouto betek o ivinoù.


a yelo er-maez dirazo hag a zeuio e-barzh dirazo, a lakaio anezho da vont ha da zont, evit na vo ket bodadenn an AOTROU evel deñved hep mesaer.


met it kentoc’h etrezek deñved kollet ti Israel.


Jezuz, o vezañ aet er-maez, a welas ul lod bras a dud, en doe truez outo hag a yac’haas o c’hlañvourien.


Respont a reas: N’on bet kaset nemet etrezek an deñved kollet eus ti Israel.


Jezuz, o vezañ galvet e ziskibien, a lavaras: Truez am eus ouzh ar bobl-mañ, rak tri devezh a zo emaint em c’hichen ha n’o deus netra da zebriñ. Ne fell ket din o c’has war yun, gant aon na vankfe o nerzh en hent.


Jezuz, o vezañ aet, a welas ul lod bras a dud hag en doe truez outo, abalamour ma oant evel deñved hep mesaer, hag en em lakaas da zeskiñ dezho meur a dra.


Truez am eus ouzh ar bobl-mañ, rak tri devezh a zo emaint em c’hichen ha n’o deus netra da zebriñ.


Rak n’hon eus ket ur beleg-meur na c’hellfe ket kaout truez d’hon dinerzhded, er c’hontrol temptet eo bet eveldomp en holl draoù, met hep pec’hiñ.


Gallout a ra kaout truez ouzh ar re a zo en diouiziegezh hag en errol, peogwir eo eñ ivez e-unan e-kreiz an dinerzhded.